1añ Mae
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù[kemmañ]
11vet-20vet kantved[kemmañ]
- 1328 : fin Brezel dieubidigezh Skos : dre feur-emglev Dinedin-Northampton ec'h anavez Bro-Saoz dizalc'hiezh Skos.
- 1707 : gant al Lezenn Unanidigezh eo liammet Bro-Saoz ha Bro-Skos evit mont d’ober Rouantelezh Breizh-Veur.
- 1753 : embannadur Species Plantarum gant Carl von Linné.
- 1789 : kentañ niverenn ar c'hannadig Etats généraux, correspondance de Bretagne, embannet gant René Vatar e Roazhon.
- 1863 : Brezel Disrannidigezh, Emgann Chancellorsville a zeraou.
- 1872 : enaouet evit ar wech kentañ tour-tan Ar Vein Zu, da vaez da Veg Lokmazhe.
- 1886 : harz-labour bras er Stadoù Unanet evit labourat eizh eurvezh bemdez. E koun an devezhiad harz-labour-se e vez lidet Devezh al labourerien hiziv e kalz broioù.
- 1930 : badezet eo ar blanedenn Ploudon.
- 1948 : savidigezh Republik Demokratel Pobl Korea (Norzh Korea), gant Kim Il-sung da brezidant.
21añ kantved[kemmañ]
- 2004 : Kiprenez, ar Republik Tchek, Estonia, Hungaria, Latvia, Lituania, Malta, Polonia, Slovakia ha Slovenia degemeret en Unaniezh Europa.
Sportoù[kemmañ]
- 1904 : kentañ krogad skipailh Bro-C'hall ar vell-droad, ouzh hini Belgia (3-3) e Brusel.
- 2012 : aet Tro Breizh war varc'h-houarn 2012 gant ar reder suafrikan Reinardt Janse van Rensburg.
Ganedigezhioù[kemmañ]
11vet-20vet kantved[kemmañ]
- 1830 : Guido Gezelle, skrivagner flandrezat († 27 a viz Du 1899 e Brugge (Belgia)).
- 1878 : Gwilhoù Sezneg, († 13 a viz C'hwevrer 1954 e Pariz).
- 1899 : Jakez Riou, skrivagner brezhonek († 14 a viz Genver 1937 e Kastell-Briant).
- 1917 : Danielle Darrieux, aktourez c'hall.
Marvioù[kemmañ]
11vet-20vet kantved[kemmañ]
- 1731 : Johann Ludwig Bach, sonaozer alaman (° 4 a viz C'hwevrer 1677 e Thal (Alamagn)).
- 1873 : David Livingstone, misioner hag ergerzher skosat (° 19 a viz Meurzh 1813 e Blantyre (Skos)).
- 1904 : Antonín Dvořák, sonaozer tchek (° 8 a viz Gwengolo 1841 e Nelahozeves (Rouantelezh Aostria d'ar mare-se)).
- 1935 : Henri Pélissier, reder war varc'h-houarn gall, gounideg 17vet Tro Bro-C'hall e 1923 (° 22 a viz Genver 1889 e Pariz).
- 1945 : Joseph Goebbels, politikour nazi alaman e-karg eus maodiernoù deskadurezh ar bobl, hag eus hini ar propaganda e-pad ar renad nazi (1933-1945) (° 29 a viz Here 1897 e Rheydt (Alamagn)).
- 1994 : Ayrton Senna, blenier Formulenn 1 brazilian (° 21 a viz Meurzh 1960 e São Paulo (Brazil)).
Lidoù[kemmañ]
- Devezh al labourerien pe Gouel al labour
- Kala-mae (Beltaine), gouel deroù an hañv gant ar Gelted kozh
- er Relijion gatolik :