Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
Brezel digevrediñ pe Brezel diabarzh amerikan, anvet "the Civil War" er Stadoù-Unanet hag a wechoù "the War of Northern Aggression" gant an dud a du gant stadoù ar su) a zo ur brezel diabarzh c'hoarvezet etre 1861 hag 1865, en ur emplegañ ar Stadou-Unanet an "Unaniezh", renet gant Abraham Lincoln, hag ar "Stadoù kevredet eus Amerika", renet gant Jefferson Davis hag a kevrede unnek Stad du (Su ar Stadoù-Unanet) hag o devoe digevredet eus ar Stadoù-Unanet.
An unaniezh a oa enni an holl stadou enep ar sklaverezh ha pemp stad sklaver, ha renet gant Abraham Lincoln hag ar strollad republikan. Hennezh a zo a-enep emled ar sklaverezh (hep bezañ a-enep ar sklaverezh en e unan) war douaroù ar Stadoù-Unanet, hag trec'h ar republikaned e dilennadegoù prezidantel ar Stadoù-Unanet e 1860 a gas d'un digevrediñ gentañ eus seiz Stad su, a-raok e vefe kemeret ar sez gant Lincoln.
Taolenn |
[kemmañ] Red an darvoudoù
- 1860
- 20 a viz Kerzu : disrann South Carolina
- 1861
- 3 a viz Genver : disentez e parlamant Delaware, a-enep an disrann. Bec'h etre an dud a-zivout an diviz-se.
- 9 a viz Genver : disrann Mississippi
- 10 a viz Genver : disrann Florida
- 11 a viz Genver : disrann Alabama
- 26 a viz Genver : disrann Louisiana
- 29 a viz Genver : disrann Georgia
-
- 1añ a viz C'hwevrer : divizet aozañ ur referendom a-zivout an disrann e Texas
- 23 a viz C'hwevrer : referendom e Texas : disrann votet
- 11 a viz Meurzh : bonreizh degemeret gant ar seizh Stad kevredet kentañ
- 12 a viz Ebrel : Emgann Fort Sumter. Penn-kentañ ar Brezel
- 17 a viz Ebrel : divizet aozañ ur referendom a-zivout an disrann e Virginia
- 29 a viz Ebrel : dileuridi Maryland a ziviz chom en Unvaniezh, met votet zo un disentez a-du gant ar Stadoù kengevredet, hag a-enep ar brezel
- 28 a viz Mae : gouarnour Kentucky a embann e chomo Kentucky en Unvaniezh, hag e chomo neptu
- 6 a viz Mae : disrann Arkansas
- 6 a viz Mae : divizet aozañ ur referendom a-zivout an disrann e Tennessee
- 20 a viz Mae : disrann North Carolina
- 23 a viz Mae : referendom e Virginia : disrann votet
- 8 a viz Even : referendom e Tennessee : disrann votet
- 21 a viz Gouere : Kentañ emgann Bull Run
-
- 5 a viz Mae - 7 a viz Mae : Emgann Wilderness
- 8 a viz Mae - 21 a viz Mae : Emgann Spotsylvania
- miz Gouere : argadenn ziwezhañ ar Re gengevredet e Washington
- miz Gwengolo : Atlanta tapet gant Sherman
- 1865
- 9 a viz Ebrel : daskor Lee da-geñver Emgann Appomattox. Fin ar Brezel
- 14 a viz Ebrel : muntr Abraham Lincoln
-
- 26 a viz Ebrel : kodianidigezh ar bagadoù a nac'he en em zaskor
- 23 a viz Mezheven : an Amerindianed, hag a oa a-du gant ar Stadoù kengevredet, en em zaskor
- 6 a viz Kerzu : peurwiriekaet 13vet reizhadenn Bonreizh ar Stadoù-Unanet (sklavelezh dilamet)
[kemmañ] Tud dibar an Unvaniezh
- Abraham Lincoln, prezidant an Unvaniezh
- ar jeneral George McClellan, danvez-prezidant demokrat e 1864
- ar jeneral Ulysses S. Grant
- ar major jeneral George G. Meade
- ar jeneral William T. Sherman
- ar jeneral George Henry Thomas
- ar jeneral George Armstrong Custer
- ar jeneral Joseph Hooker
[kemmañ] Tud dibar ar C'hengevredad
- Jefferson Davis, prezidant ar C'hengevredad
- ar jeneral Robert Lee
- ar jeneral Joseph E. Johnston
- ar jeneral Braxton Bragg
- ar jeneral Pierre Gustave Toutant de Beauregard
- ar jeneral John Bell Hood
- ar jeneral Thomas Jonathan Jackson (lesanvet Stonewall)
- ar jeneral James Longstreet
- ar jeneral Albert Sidney Johnston