Rouantelezh Breizh-Veur
Eus Wikipedia
|
|||||||||||||||||||||||
Rouantelezh Breizh-Veur a oa ur stad eus kornôg Europa, etre 1707 ha 1801. Krouet e voe dre unvaniezh Rouantelezh Bro-Saoz ha Rouantelezh Bro-Skos gant Skrid unvaniezh 1707. Ur parlamant hepken, lec'hiet e Westminster, e Londrez, a rene ar rouantelezh nevez. Ar rouantelezhioù a Vro-Saoz hag a Vro-Skos a oa an hevelep den en o fenn abaoe ma oa aet Jakez VI Bro-Skos da Jakez Iañ Bro-Saoz e 1603.
Erlec'hiet e voe gant Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon e 1801 pa voe staget Rouantelezh Iwerzhon outi dre Skrid unvaniezh 1800 goude emsavidigezh iwerzhonat 1798.