Joseph Goebbels

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Joseph Goebbels o prezegenniñ e 1932.

Paul Joseph Goebbels a oa ur politikour nazi alaman, ganet e Rheydt d'an 29 a viz Here 1897. En em lazhañ a reas d'ar 1añ a viz Mae 1945 gant e wreg Magda goude bezañ bet ampoezonet e c'hwec'h bugel. E karg e oa eus maodiernerezh deskadurezh ar bobl, hag eus hini ar moederezh pa oa ar renad nazi (1933-1945) e penn ar vro. Betek dibenn an Trede Reich e chomas ur politikour stag ouzh ar rann gleiz eus ar strollad nazi. E anv a chom staget da vat ouzh teknikoù arnevez ar propaganda da embreger ar masoù. Deuet eo da vezañ un arouez evit ar pezh a sell ouzh ar gevier hag an doare da skignañ ar moederezh en ur stad hollveliek.

Buhez[kemmañ]

Diaezamantoù ar yaouankiz[kemmañ]

Joseph Goebbels a oa bet ganet d'an 29 a viz Here 1897 e Reydt e Nordrhein-Westfalen. Pa oa pevar bloaz e tapas ur c'hleñved grevus-kenañ. Hag abalamour da se e chomo gant ur maltorn. Ar gudenn korf-se a vountas anezhañ da vezañ atav an hini barrekañ er skol hag er skol-veur. Pa dremenas e vachelouriezh e 1917 e oa an hini kentañ en e rann. Pa darzhas ar brezel bed kentañ e fellas dezhañ enrollañ en arme met nac'het e voe degemer anezhañ abalamour d'e yec'hed.

Neuze ez eas d'ober studioù war al lennegezh hag ar brederouriezh: studier e voe e Bonn, e Würzburg, Freiburg im Breisgau, hag evit echuiñ e Heidelberg. Pakout a reas e zoktorelezh war ar brederouriezh e 1921. E-pad e brantad studi, e voe bepred gwelet (memes gant an dud displijet gantañ) evel un den speredek-kenañ. Goude se e voe gouestlet gant ar gazetennouriezh. Skrivañ a reas ur romant anvet "Michaël", ul levr hag a gont istor un alaman yaouank, gant elfennoù dammheñvel ouzh buhez Goebbels. Met ne voe kemeret e levr gant ti-embann ebet (embannet e voe diwezhatoc'h gant an embannadurioù Franz Eher, reoù NSDAP).

Ar c'hwitadenn-se war dachenn ar skrivañ a redias anezhañ da gavout ur vicher boutinoc'h. E vignonez eus ar maread-mañ a gavas ul labour dezhañ en Dresdner Bank. Eeun e oa e garg : ret e oa dezhañ dibunañ a vouezh uhel stad ar postadurioù d'ar bosterion. Met skarzhet e voe da vare enkadenn armerzhel 1923-1924. An dra-se a roas dezhañ un eneberezh start ouzh ar reizhiad kevalaour, ha war an dachenn bolitikel ez eas war-zu ar mennozioù komunour hag an tu kleiz-pellañ. E-pad ar prantad-se e stummas e spered politikel ha prederourel. Lenn a rae kalz levrioù evel reoù Friedrich Nietzsche, Oswald Spengler ha dreist-holl Houston Stewart Chamberlain. Memes ma vez sellet ouzh al lennadurioù-se, hiziv an deiz, evel treuzkomprenadurioù ha treuzimplijoù ideologel gant an istorourion.

Dont a reas Goebbels da vezañ troet kalz gant ar politikerezh. Evel kalz Alamaned er mare-se e oa broadelour da gentañ ha gwelout a ra c'hwitadenn ar brezel bed kentañ evel an elfenn en doa sachet an enkadenn armerzhel d'he heul. Met ar pezh a ouezer eo ne oa ket deuet da vezañ an den enepyuzev a anavezimp diwezhatoc'h. Darempredoù mat en doa gant ar yuzevion d'ar mare-se. E-pad e studioù e Heidelberg, da skouer, en doa kalz doujañs ouzh kelennerion yuzev evel Friedrich Gundolf pe ouzh rener e dezenn Freiherr von Waldberg.

Ar stourm er strollad nazi[kemmañ]

Evel kalz a bennoù bras en Trede Reich, ez eas Goebbels e darempred gant ar strollad nazi e 1923, pa voe ac'hubet Nordrhein-Westfalen gant Bro-C'hall. Met c'hwitadenn ar putsch, ha prantad Adolf Hitler en toull-bac'h a sioulas an NSDAP. Goebbels a zeuas da vezañ ezel eus ar strollad e 1924. Met d'ar mare se e oa tostoc'h da vennozhioù (tu kleiz ar strollad) Gregor Strasser, unan eus pennoù all an NSDAP. Staliet e voe Goebbels gantañ e penn ar gazetennoù Völkische Freiheit ha Nationalsozialistische Briefe. A-drugarez d'e varregezhioù a brezeger hag a skrivagner e teuas da vezañ ur skoazell a-bouez evit Strasser er stourmoù evit gounit levezon er strollad. Kemer a reas plas Heinrich Himmler evel sekretour Strasser. Met an eneberezh oa dreist-holl ouzh tud evel Rudolf Hess, Julius Streicher hag Hermann Esser hag a rene ar strollad pa oa Hitler en toull-bac'h, goude e butsch c'hwitaet). E 1925, aet skuizh gant dizunvanded ar strollad nazi, e skrivas ul lizher-stur anvet "d'am mignoned en tu kleiz" a-benn bodañ an holl soñjoù disheñvel a-enep ar gevalaouriezh.

Met abretoc'h, Goebbels a wele Gregor Strasser evel ideologour gwirion ar strollad. Mont a reas betek lavaret e kave Hitler "re vourc'hiz" ha troet war-zu ar gevalaouriezh, abalamour d'ar fed ma klaskas kavout arc'hant evit ar strollad digant greantourion meur ar vro. Goebbels oa a-enep ar strategiezh-se penn-da-benn. Kinnig a reas lakaat Strasser e penn ar strollad. Met Hitler, pa zistroas d'an aferioù politikel, ne c'helle ket enebiñ ouzh tud evel Goebbels peogwir e oa ar muiañ-niver en NSDAP gant an dud a-du gant mennozioù Strasser, ha ne c'helle ket mont war-raok hep lodenn gleiz ar strollad. Divizout a reas adsturiañ politikerezh ar strollad en ur bouezañ war ur mennoz all : gwir enebour ar strollad n'eo ket ar gevalaouriezh da gentañ met ar Yuzevion. Goude prezegennoù enepyuzev hag enepkomunour Hitler (e lec'h ma lavare e vefe ret distrujañ an URSS), Goebbels a en em sante trubuilhet gant an Hitler nevez-mañ. Gwelout a reas anezhañ evel ur c'hilstourmer.

Adolf Hitler a welas splann perzhioù pennañ personelezh Goebbels. Gwelout a reas e oa un den barrek-kenan da gomz, da skrivañ, speredek hag ur jeder mat, met dreist-holl e welas e oa Goebbels un den hag a felle dezhañ gounit ur vrud ha bezañ anavezet muioc'h c'hoazh eget forzh peseurt hini er strollad. Goebbels a brofas e sujidigezh da Hitler goude tabutoù etrezo. Hitler en doa asantet ankounac'hat "fazioù" Goebbels an amzer tremenet (e lealded da Strasser da skouer). E miz Eost 1926 e kinnigas dezhañ bezañ e karg eus Gau Berlin. Goebbels, chomet c'hoazh un tamm feal da Strasser a dremenas e tu Hitler pa ouie e oa galloudusoc'h ar fuhrer. E Berlin, labourat a reas da ledañ levezon ar strollad nazi. E penn ar gelaouenn politikel Der Angriff e voe etre 1927 ha 1933.

E Berlin e oa karget Goebbels da aloubiñ ar "gêr ruz". Rak d'ar poent-se, ar strollad nazi krouet e 1920 a oa galloudusoc'h e Bavaria eget e Prusia pe e Rhenania. E Bavaria, Hitler a oa un den politikel eus ar vro gant ul levezon bras a-walc'h, met un estrañjour e chome er ranvroioù all hag e Berlin dreist-holl e lec'h ma ne oa liammet da netra. Met bezañ mestr war ar gêrbenn a oa ur redi m'en devoa c'hoant da dapout ar galloud. Setu e teuas Goebbels da vezañ un den a fiziañs evit Hitler. E penn kentañ ar bloavezhioù tregont e oa daou zen hepken gouest da gaout kement a fiziañs digant Hitler: Joseph Goebbels hag Herman Göring. Goebbels a genaoze an diskeladegoù hag an emgannoù er straedoù ha Göring a glaske sikour ha harp arc'hantel ar greantourion.

Hervez Goebbels e veze skrivet ha kaset an Istor war-raok er straedoù. Labourat a rae gant pennoù an S.A. evit atahinañ emgannoù en tavarnioù ha heskinañ ar re anavezet evel "enebourion" ar strollad. Er c'hannoù-se e veze implijet mui-ouzh-mui an armoù ha bez' e oa tud hag a varve alies-ouzh-alies a feur ma'z ae feulster an tabutoù war washaat. Met pa varve un den, Goebbels a dreuzimplije a c'holl-se evit e dreuzfurmiñ en ur marv a verzher hag a haroz. Da skouer pa varvas Horst Wessel, lazhet gant ur c'homunour abalamour da istorioù merc'hed, e krouas Goebbels ur vojenn harozel en-dro d'e varv. Forzh petra e vefe: muntr, diskeladeg feuls, emgann er straed, dont a rae a-benn da zidamall pep darvoud ha da dennañ gounit anezhañ.

En e skridoù e-barzh Der Angriff, ne baoueze ket da dagañ ar pennoù sokialour evel Hermann Müller ha Carl Severing, pe kadoriad archerion Berlin Bernhard Weiss. Pa veze tamallet outañ bezañ re daer gant Weiss, un den ken direbech e-keñver e esped e prezidantelezh an archerion pe en arme, e respont ne rae forzh eus reizhegezh an tagadennoù, ar pezh a gonte oa an efedoù war savboent ar boblañs.

Goebbels a zeuas da vezañ unan eus pennbrezegennerion ar strollad nazi. Keñveriet gant Hitler, hag en doa ur vouezh raouliet hag entanet, Joseph Goebbels a chome distrafuilh, habaskoc'h met flemmus ha goapaüs betek dont da vezañ fentus. Mestroniañ a rae an troioù-lavar goloet, met gellout a rae ivez stagañ gant ur brezegenn diroll ha feuls p' en deveze ezhomm.

Er penn kentañ ne voe ket gwall efedus gerioù hag oberoù Goebbels war poblañs Berlin. En dilennadegoù evit kadorioù ar Reichstag e 1928, ne zastumas ar strollad nazi nemet 2% eus ar mouezhioù, ar strollad sokial-demokratel 33%, hag ar strollad komunour 25% . Goebbels oa e-touez an dek dileuriad dilennet er Reichstag. Dre ar garg-se e c'hounezas ur gopr a 750 Reichmark ar miz hag un divec'h parlamantel. Met memes goude an enkadenn armerzhel, ar strollad nazi ne zeuas ket a-benn da vont pelloc'h eget ar strollad komunour (28% evit NSDAP, ha 55% evit ar strollad komunour e 1932).

Adalek enkadenn 1929, ul lodenn eus NSDAP, renet gant Otto Strasser, breur Gregor Strasser, a blede evit adsturiañ preder ha politikerezh ar strollad. Hervezo e oa ret stagañ en dro da vennohioù komunour evit gellout brasat nerzh ar strollad nazi. E-touez ar mennozioù (e tu kleiz pellañ ar strollad) e veze kavet reoù a-du gant diberc'hennerezh ar re binvidik hag ar gevalaourion. Savet e oa bet ar bellerezh-mañ a-benn gounit mouezhioù rummad al labourerion ha re an dud ginidik eus rummadoù izelañ al labourerion. Met Hitler a oa a-enep krenn. Disprizius-kenan oa Hitler evit tout ar pezh a sell ouzh ar rummadoù-se. Galloud ha nerzh NSDAP a zeue eus tud eus ar rummadoù etre evel al labourerien-douar, an dud a oa o labourat war ar maez pe er gwazadoù. E miz Ebrel 1930, Adolf Hitler a skarzhas Otto Strasser eus strollad-ren an NSDAP e lec'h ma rene an aferioù a selle ouzh ar moederezh ha reiñ a reas ar garg da C'hoebbels. Dre-se e voe kaset e penn kazetenn gefridel ar strollad ar Völkischer Beobachter. Memes ma tiskoueze c'hoazh dougoù kleizelour (da skouer pa genlabouras gant komunourion e-pad harzoù-labour labourerion dezougen kêr Berlin), Goebbels en em zalc'has en un doare leal-kenan da Hitler.


Etre 1930 ha 1933 e kasas Joseph Goebbels da benn unan eus e labourioù pouezusañ evit ar stourm nazi. Aozañ a reas stourmadegoù dilennadegel ar strollad nazi: reoù evit ar Reichstag e miz Gwengolo 1930, miz Gouere ha miz Du 1932, miz Meurzh 1933, ha hini Hitler evit ar c'hañselerezh e miz Meurzh-Ebrel 1932. Dre ar garg-se e tiskouezas barregezhioù dreist dre implij an dibunadegoù a dud gwisket unvan, ar c'hinema, ar skingomz, ar mediaoù. Pep tra oa graet e doare da ziskouez galloud ha brud ar strollad nazi. Ha sachañ a rae kalz tud, en o zouez tud yaouank dreist-holl. Ne baoueze ket da gas urzhioù ha divizoù nevez-c'hraet da pennoù ar strollad er ranvroioù. Hiziv an deiz e soñjer ez eo bet gounezet kalz mouezhioù gant ar strollad nazi (etre 1930 ha Gouere 1932) a-drugarez d'an enkadenn armerzhel met a-drugarez d'ar c'hendegouezh-se, evel-just, oberenn Goebbels hag ar fed ma oa bet efedus a oa bet gwelet mat er strollad nazi hag e oa aet e vrud war wellaat.

Maodiern ar moederezh[kemmañ]

Pa zeuas Hitler da vezañ kañseler, d'an 30 a viz Genver 1933, ne voe bet roet karg ebet dezhañ. Un emglev a oa bet aozet etre Hitler hag an arlevier Paul von Hindenburg: ar strollad nazi n'en doa nemet un nebeud kargoù fiziet ennañ gant ar strollad mirour. Met kregiñ a reas da labourat evel ma vije bet d' ar galloud en un doare kefridiel. Kontrollañ a rae dija ar mediaoù memes hep karg kefridiel, pe e vefe ar skingomz pe ar c'hinema. Ha d'an 13 a viz Meurzh e oa bet roet dezhañ ar garg a vaodiern eus an deskadurezh poblek hag eus ar moederezh (Volksaufklärung und Propaganda).

Pal ar garg-mañ a oa kreizennañ ha ledanaat beli ar galloud nazi war kement elfenn eus ar vuhez sevenadurel ha prederourel en Alamagn ha dreist-holl ar c'hazetennoù, ar skingomz, ar c'hinema, hag an arzoù a bep seurt. Aozañ a reas diskeladegoù d'ar c'hentañ a viz Mae evit diskouez galloudegezh ar strollad goude ober eus an devezh-se "Devezh Broadel al Labour" gant tanioù-arvest ha dibunadegoù e-leizh. D'an 3 a viz Mae e skrivas en e zeizlevr e oa mestr ar strollad nazi war Alamagn en he fezh. D'an 10 a viz Mae e goursellas distruj (dre stumm ur manifestadeg veur a echuas gant un Auto de fé) muioc'h evit 20 000 levr skrivet gant Yuzevion pe skrivagnerion enepnazi, en Opernplatz e-kichen ar skol-veur. Dibabet e oa bet 2 500 skrivagner, a oa kondaonet o levrioù da vezañ devet. En o zouez e veze kavet skrivagnerion alaman evel Bertolt Brecht, Lion Feuchtwanger hag Alfred Kerr, met amerikaned ivez evel Ernest Hemingway hag Helen Keller.

Ar youl-uhelaat a bennholierezh diskouezet gant maodiern ar moederezh a oa lakaet e pleustr gant un oberenn a sterniadur amaezhierel war dachenn ar sevenadur: kazetennerezh, skingomz, kinema, c'hoariva, sonerezh, lennegezh ha tier-embann. E pep rummad, e veze krouet ur Reich-kambr (Reichskammer) a-benn maestroniañ pep hini eus an tachennoù-se. E penn ar c'hambroù-se e veze staliet tud e karg da sturiañ ar sevenadur alaman dre skarzhañ an elfennoù diskleriet evel "disteraet " : Yuzevion, Sokialourion, Komunourion, Frankizourion hag ivez ar stummoù arzel dreist-ordinal. Tamm-ha-tamm o doa aloubet an Nazied an dachenn sevenadurel en he fezh. Adalek ar poent-se, kement tra a denne d'ar sevenadur a dremene dre daouarn ur c'hargad eus maodiern ar moederezh. Ha den na c'helle ober tra hep bezañ deuet-mat gant ar Reich-kambroù pe bezañ ezel eus ar strollad nazi. Ar strollad nazi a ginnige sikour d'an arzourion a oa prest da sentiñ ouzh ar renad. Abalamour d'an enkadenn veur ne oa ket kalz tud gouest da nac'hañ ur c'hinnig evel hemañ.

Rebechet e veze da C'hoebbels izelaat ha breinaat ar sevenadur ouzh e dreuzfurmiñ en ur benveg moederezh. Goebbels a responte neuze o devoa ar sevenadur ha ar moederezh ar memes pal : bodañ an holl Alamaned en ur memes engalvadeg speredel. Evit kalz tud er strollad nazi, e oa ret kavout gerioù-stur nazi heken el levrioù alaman, harozioù nazi peurvat hepken er filmoù alaman, nemet kanaouennoù alaman er sonadegoù. Met Goebbels a enebe ouzh an dra-se. Hervezañ e oa ret da Alamagn chom digor d'an oberennoù eus an estren-vro gant ma vefen sturiet gant mennozioù ar strollad. Goebbels a harpe arzourion 'zo, da skouer luskad ar modernelezh, met rankout a rae enebiñ un tamm ouzh Hitler hag a oa chomet mirour war kalz tachennoù. Er memes koulz e felle dezhañ aotren filmoù estren da zont da vezañ skignet er vro. Ne felle ket dezhañ naziekaat ar sevenadur a-bezh. Da skouer e laoske tier-skignañ evel an Universum Film AG da skignañ filmoù eeun ha klasel (sujedoù fent, karantez, troioù-kaer, hag kement zo ...) ha na oant ket savet diwar-benn sujedoù moederezh. Met evel-just pep film a chome sterniet gant politikerezh sevenadurel ar strollad. Hag a-benn ma vefe tizhet an holl gant ar sevenadur en Alamagn e aozas diskouezadegoù digoust, ez atizas embregerezhioù da vont da skignañ ar filmoù e bihanañ kêrioù ar vro, sonadegoù digor d'an holl. Ar sevenadur nazi a oa e pep lec'h. Ha dre-se, ar strollad en doa gellet tostaat d'ar rummadoù tud chomet diseblant d'ar mennozioù nazi.

Implij an enepyuzevegezh[kemmañ]

En desped da c'halloudegezh bras-meurbed maodiern ar propaganda ha zoken, daoust d'ar vuhez sevenadurel, renk Goebbels er strollad nazi a grogas da zisteraat ur wech ar galloud nazi diazezet da vat. kement-se abalamour, dreist-holl, d'ar fed ma oa prientiñ ar brezel a oa kentañ preder ar strollad. Ha memes ma oa ar propaganda un dra a-bouez en oberenn-se, ne oa ket an dra bouezusañ. E-kreiz ar bloavezhioù 30, e-touez galloudusañ tud ar Reich goude Hitler e kaved Hermann Göring, e penn politikerezh stabilaat ar vro, ha Heinrich Himmler, e penn an SS hag ar servijoù polis. Pa oa bet lakaet a-gostez pe zoken distrujet holl enebourien diabarzh ar Reich, war dro 1935, propaganda Goebbels hag e strivoù ideologel a grogas da goll pouez, ha dre ma n'en devoa ket mui enebourien da enebiñ oute e teuas da vezañ implijet nebeutoc'h-nebeutañ ha digreeskiñ a reas e dalvoudegezh.

E penn kentañ e vuhez politikel, Goebbels, den desket ha sevenet evel ma selle outañ e-unan, a chome enebet ouzh an enepyuzegezh evel hini Julius Streicher. Fellout a rae dezhañ meizañ an enepyuzevegezh en un doare prederiet. Met tamm ha tamm e verzhas Goebbels e c'helle bezañ an enepyuzegezh un dra talvoudus-kenañ dindan e stummoù liesseurt. Ret eo kompren mat e vez nec'het Goebbels bepred gant e c'halloud hag e renk er strollad nazi. Setu e oa un dachenn e lec'h ma c'helle gwellaat e statud, e c'halloud, e vrud hag en em lakaat war wel en-dro : ar politikerezh a-enep ar Yuzevien. Dre-se e tenne Goebbels e vad eus pep digarez evit tagañ ar Yuzevien. Kavet en devoa un dachenn evit lakat e pleustr e varregezhioù prezegenner. Tamm-ha-tamm e oa deuet da vezañ gwashañ enepyuzev ar renad (gant Streicher).


Pa oa degemeret ar c'hoarioù Olimpek e Berlin, e 1936, e sioulaas an tagadennoù enepyuzev e-pad ur mare. Met ur wech echu ar c'hoarioù ec'h adkrogjont. Goebbels, kustum da c'hoari war ar fent na baoueze ket da dagañ ar Yuzevien e-pad e brezegennoù. En e garg Gauleteir, e Berlin, da lâret eo gwir mestr ar gêrbenn, e lakaas pep tra e plas evit diaesaat ha kaletaat ar muiañ a c'halle buhez ar gumuniezh yuzev. Skarzañ kuit a rae anezho eus ar vuhez micherel, tachenn an aferioù hag ar c'hoñvers. Miret a rae ouzh o buhez da vezañ boutin ha reizh, betek difenn outo an transportoù hag al lec'hioù foran. E-kreiz ar bloavezh 1938 e laboure Goebbels war ur raktres da lakaat ar Yuzevien da wiskañ merkoù a lakafe kemm gant ar peurrest eus ar boblañs, ha da gas anezho en ghettoioù. Met ne oa ket c'hoazh ar c'houlz evit-se hag e oa implijet ar mennozhioù-se diwezhatoc'h.

E miz Du 1938, pa oa bet drouklazhet an diplomat alaman Ernst vom Rath gant ur Yuzev anvet Herschel Grynszpann, e Pariz, Goebbels a dennas e vat eus an darvoud-se evit taeraat c'hoazh heskinerezh ar Yuzevien en Alamagn. War zigarez an drouklazh-se e oa bet kaset holl familh ar muntrer da Bolonia hag aozet e oa tagadennoù a-enep d'ar gumuniezh yuzev en Alamagn. E Bürgerbräu Keller e oa Goebbels, pa varvas vom Rath (d'an 9 a viz Du). Kemer a rae perzh gant ar strollad nazi e gouel deiz-ha-bloaz putsch Hitler. Lavarout a reas da Hitler e veze er vro a-bezh, tagadennoù ha feulsterioù taer ha lieseurt a-enep d'ar yuzevien, enepemsavoù ha enepluskadoù abalamour da zrouklazh vom Rath. Ar pezh ne oa ket gwir evit ar poent, an diskleriadenn-mañ a reas da Hitler a oa un taol-gwidre evit tennañ gounit eus an darvoudoù. Goude disklêriadenn Goebbels, Hitler a lavaras e asante hag e komprene e vefe savet tud a-enep en doare-se. Goebbels a gemeras hag a implijas ar c'homzoù-se evel un aotre evit kas da benn un oberenn vroadel a heskinerezh a-enep d'ar Yuzevien. Met arabat eo krediñ e oa kreñvoc'h enepyuzevegezh Goebbels eget hini Hitler. An tun se a oa un digarez evit Goebbels da gemer un intrudu hag a sachfe brud warnañ. Mennozh ar pogrom a zo bet prederiet gant Goebbels hag asantet eo bet gant Hitler, memes ma krede d'ar fuhrer e oa kroget ar manifestadegoù enepyuzev c'hoazh.


Adalek an divizoù ha darvoudoù, e disoc'ho ar pezh a vo anvet Kristallnacht, an "Nozvezh strink". E-pad an nozvezh-se, an SAed hag ar strollad nazi a genaozas un dagadenn vras a-enep d'ar gumuniezh yuzev alaman: lazhet e voe 90 den d'an nebeutañ ha marteze betek 200 den (hep kontañ kantadoù a emlazhioù. Distrujet e oa en tu all da gant sinagog, ur c'hantad stalioù-labour ha tiegezhoù yuzev ha kaset e oa war-dro 30 000 yuzev da gampoù-tolpañ e lec'h ma varvas ur c'hantad bennak un nebeud mizioù goude hepken abalamour d'ar gwallgasadennoù taer o doa gouzañvet. Unan eus an efedoù war hir-dermen a voe ar fed ma rankas 80 000 yuzev divroañ en ur laoskel en Alamagn an douaroù, ar pinvidigezhioù hag ar madoù o devoa eno.

Sell ar broioù estren war Alamagn a welas an darvoudoù-se evel reoù spontus ha kriz. Klozañ a reas un aergelc'h habaskaet evit Alamagn gant e zarempred gant broioù demokratel ar C'hornog. Pogromoù Goebbels o deus tostaet ar vro d'ar brezel, memes ma admiloureladur ar vro oa pell a vezañ echu. Göring ha pennoù nazi all a oa vet fuloret na vijen ket bet angerc'het evit un hevelep diviz a-bouez. Met Goebbels a chome laouen-kenañ o welet pegen efedus e oa bet disoc'h e jedadenn hag e dro-widre, ha pegen ker e c'hell koust buhez un den evit kantadoù a yuzevien.

Goebbels den a c'halloud[kemmañ]

An darvoud-mañ a c'hoarveze rik er mare ma Goebbels en devoa ezhomm evit gwellat e zarempredoù gant Hitler. E 1937, Goebbels ur genere kreñv gant un aktourez a-oriñ eus Tchekia, anvet Lída Baarová, ar pezh a zistrujas he dimeziñ. Pa Magda Goebbels a ouias evit an afer, e miz Here 1938, ez eas diouzhtu e darempred gant Adolf Hitler evit goulenn sikour digantañ. E-keñver ar vuhez reizhel, Hitler a chome ur mirour hag harpañ a reas Magda hag ar familh Goebbels. Goulenn a reas digantañ dilezel an aktourez evit distreiñ d'e familh. Goude an istor-se, e kinnigas e zilez da Hitler, met nac'hañ a reas. D'ar 15 a viz Here, e klaskas emlazhañ. Fuloret, Hitler a c'houlennas digant Himmler e kasfe Baarová e Tchekoslovakia, ha diwezhatoc'h e divroas e Italia . An darvoudoù-se o deus digredet statud ha personelezh Goebbels e soñj Hitler. E intrudu er politikerezh enepyuzev a oa un doare d'en em adlakat war wel ha da adc'hounez brud. Met an afer-se na gemmas ket boaz Goebbels da hoalañ ha da vezañ toust ouzh ar maouezed.

Goebbels, evel kalz pennoù nazi, n'en devoa ket tu da enebiñ ouzh c'hoant ha sav-poentoù Hitler war an dachenn-se. Adalek 1938 e oant deuet holl da vezañ pinvidik, met ar binvidigezh-se a gendalc'he da greskout abalamour d'ar fed ma Hitler a laoske anezho tapout an arc'hant-se dre ar vreinadurezh er melestradurezh. Pinvidigezh ar pennoù nazi a oa dalc'het gant Adolf Hitler. A-raok ma errufe ar strollad nazi e penn an traoù, Goebbels oa un den paour. Adalek 1936, memes ma ne oa ket ken breinet ha nazied all evel Göring ha Robert Ley, e reseve 300 000 Reichsmark dre bloavezh. Ur seurt briwerzh e oa evit e labour en e c'hazetenn, Der Angriff, evit e garg e maodiern ar propaganda, ha kalz goproù all al ken lieseurt an eil diouzh egile. Feurmiñ a reas ur villa e kichenn al lenn e Wannsee, hag unan all el lenn Konstanz e Su Alamagn, ha dispign a reas 2.2 milion Reichsmark evit adlakat an traoù en ur stad vat. Ezdalc'het e voe a dalhioù re uhel evit e diegezhioù. Hitler a genwalle da vreinadurezh ar strollad ha d'ar pennoù nazi, peogwir an dra-se a roe dezhañ kalz galloud drezo.

En desped da ziskar galloud Goebbels e kreiz ar bloavezh, distreiñ a reas buan a-walc'h d'ur renk uhel e-kichen Hitler, er vuhez ofisiel kement ha prevez. Estreget ar fed ma kenlaboure burev maodiern ar propaganda alies-kenañ gant ar c'hanselerezh, Goebbels a veze pedet alies da bredoù Hitler, e lec'h ma c'hellas selaou e brezegennoù hir-badus, ha diskouez mat dezhañ e asante da gement tra a c'hellfe lâr ar c'hanseler. Er mizoù ma tostae ar vro d'ar brezel, levezon Goebbels a grogas da vont war ziskar en-dro, ha rankout a reas en em glevout gant pennoù nazi all evel Joachim von Ribbentrop, Göring, Himmler ha Martin Bormann evit gellout bezañ tost da Hitler ha gellout kenderc'hel d'e welet, ar pezh a zo a-bouez en ur renad emkratel evel ar renad nazi. Hitler a gare kalz ar familh Goebbels, ha Goebbels a implije an dra-se evel un alc'houez hag a zigore dezhañ dorioù buhez prevez Hitler. Ar familh Goebbels a yae alies-kenañ da chomaj bavarian Hitler e Berghof. Met Goebbels ne veze ket kelaouet bepred diwar-benn darvoudoù diplomatel ha milourel ar Reich.

Goebbels er mareoù brezeliñ[kemmañ]

Diouzh un tu e tistage Hitler komzoù peoc'hus ha peoc'hgarour en Europa a-bezh etre 1936 ha 1939, met diouzh an tu all e kasas, a-benn kefridi, Alamagn d'ar brezel. Goebbels a oa unan eus ar re virvidikañ ha laouenañ er strollad nazi da zegemer mennozh ar brezel. Gant Himmler ha von Ribbentrop e felle dezho kas betek penn argadusted ha youl ledañ ar bobl alaman. Goebbels a wele e labour evel un oberenn a sturiegezh ar bobl alaman: lakat ar bobl da asantiñ ha da zegemer mennozh ar brezel evel unan mat. Da vare enkadenn Bro-Sudet e 1938, Goebbels a ouie mat ne felle ket d'an darn vrasañ eus ar bobl alaman bezañ tapet en ur brezel, hag implijout a rae pep digarez ha pep arguzenn a bropaganda evit krouiñ ur gensantidigezh gant pobl ar Sudet ha da atizañ ar gasoni a-enep d'an Dchekiz. Goude ma oa bet dilezet Tchekoslovakia etre daouarn Hitler gant an demokratelezhioù kornogat, Goebbels a droas e argadoù propagandel war-zu Polonia. Kregiñ a reas da labourat war brud Bro-Bolonia: ijinañ a reas istorioù kriz a zeskrive lazhadegoù aozet gant ar Boloniz a-enep d'an Alamaned a oa o chom e kêrioù evel Dantzig. Met memes gant an arguzennoù-se ne oa ket bet gouest da gendrec'hiñ muiañ-niver an Alamaned na oant na prest na laouen da gemer perzh en ur brezel.

Ur wech kroget ar brezel, Goebbels a glaskas kreñvaat e levezon hag e c'halloud e pep lec'h e politikerezh ar strollad nazi. Goude 1940, Hitler ne reas nemet un nebeud prezegennoù ha emziskouezadennoù, memes e brezegennoù er skign-gomz a zeuas da vezañ ral-kenañ, neuze e teuas Goebbels da vezañ mouezh ha dremm ar renad nazi dirak ar bobl alaman. Hitler a oa trubuilhet gant mont en-dro ar brezel en Europa, Himmler a rae war dro an "diskoulm diwezhañ" en Europa ar Reter ha Hermann Göring a zisterae e renk er strollad abalamour ma oa chomet sempl hag ampechet al Luftwaffe a-hed prantad kentañ ar brezel. Goebbels a felle dezhañ tennañ e vad eus ar fed ma ne oa dalc'het ar galloud gant den er renad hag eus ezvezañs ar gargidi all. A-benn distruj galloud ha levezon Göring, e aozas un emglev gant Himmler, memes ma ne fizie ket kalz penn an SSed ennañ. Gounit a reas kalz traoù dre en em glevet gant ur penn nazi all: Albert Speer hag a oa maodiern an armoù. Speer a oa un den tost-kenañ da Hitler ha karget e oa eus e vaodiernerezh abaoe miz C'hwevrer 1942. Goebbels ha Speer o deus klasket kendrec'hiñ Hitler, e-pad ar bloavezh 1942, da skarzhañ Göring evit reiñ dezho kargoù an armerzh diabarzh ha broadel.

Met e miz C'hwevrer 1943, trec'h an arme soviedel e Stalingrad a gasas un enkadenn er renad nazi. Rankout a reas Goebbels en em glevout gant Göring evit enebiñ ouzh Bormann, ur penn eus kañselerezh ar strollad nazi. Implij a reas arouez emgann Stalingrad evel abeg d'ur cheñchamant er renad. Fellout a rae dezhañ lakaat war sav un aozadur nevez eus ar galloud : ur seurt triumvirat, dindan aotrouniezh Hitler, aozet e doare ma vefe un den disheñvel o ren war aozadur ar Reich. Hans Lammers er c'hanselerezh, ar Feldmarschall Wilhelm Keitel e penn armeoù Alamagn ha Bormann er strollad nazi. Ar strollad-se a vefe bet e penn ur galloud hep par en Alamagn. Goebbels, Speer, Göring ha Himmler a welas diouzhtu e oa danjerus evito, ha dre-se o doa divizet unaniñ evit enebiñ outo.

En desped d'an degouezh arvarus-se e chomas bresk o emglev. Dreist-holl abalamour d'ar fed ma kenlaboure Himmler gant Bormann a-benn gounit muioc'h a c'halloud ha gwanaat Göring ha penn hengounel ha melestradurel ar Reich. Stad Göring a gasas fall an emglevioù gant Goebbels ha diaesat a reas aozadur un unaniezh kreñv etrezo.

Goebbels a glaskas kendrec'hiñ Hitler da reiñ da C'höring ur garg e penn ar gouarnamant. Un dra iskis war a hañval, met speredek a-walc'h pa seller a-dostoc'h : en desped d'e vreinadur, da golloù al Luftwaffe ha da golloù an arme alaman, Göring a zalc'he ur vrud vras er vro, ha plijout a rae atav d'ar bobl. Hag ar bobl alaman en devoa ezhomm eus un elfenn evel Göring evit kemer kalon en-dro. Youl an Alamaned a yae war ziskar adalek ar poent ma ne zeue ket Hitler d'ober prezegennoù ken pe da gemer perzh en dibunadegoù an arme hag e lidoù ar propaganda. Prantad "mut" Hitler a grogas goude dibenn emgann Stalingrad. Met ar fed da lakaat Göring war wel en-dro e oa un doare da implij anezhañ evel bouc'h ar pec'hedoù ha da dennañ ar tamalloù dic'houestidigezh diwar Hitler.

Netra ne zisoc'has eus an emgannoù e diabarzh ar renad: an triumvirat na voe ket lakaet e plas, Keitel a gollas galloud, evel Lammers. Met ar rouestl melestradurel-se a lakae ar striv brezeliñ da c'horrekaat. A-benn ar fin ez eo Hitler a lakaas urzh en-dro en ur adkas pep hini d'e garg ordinal.

Goebbels a glaskas en em lakat war wel hag e-kreiz an dachenn bolitikel dre ur seurt tagadenn bropagandel. D'an 18 a viz C'hwevrer 1943 e aozas e vrudetañ prezegenn : hini ar Sportpalastrede, lesanvet prezegenn an "Totalen Krieg" (ar "Brezel Hollek"). En e brezegenn e klaskas bodañ an Alamaned hag o strivoù brezel. Diazezañ a reas e arguzennerezh war an dodennoù da-heul :

  • 1. Ma ne zeufe ket an arme alaman (Wermacht) a-benn da drec'hiñ ar Sovietiz er Reter e vefe bet beuzet Alamagn ha diwezhatoc'h Europa gant armeoù ar Volchevisted.
  • 2. An armeoù alaman, ar bobl alaman, hag armeoù an emglev etre Italia, Bro-Japan hag Alamagn o devoa da strivañ ha da stourm evit saveteiñ Europa eus an arvar-se.
  • 3. An arvar a zo un nerzh immorus hag entanus. Bro-Alamagn en devoa da oberenniañ ar buhanañ hag an efedusañ posubl a-raok ma vefe re ziwezhat.

E-pad ar brezegenn e lavaras "Goulenn a ran ganeoc'h : Ha fellout a ra deoc'h ur brezel hollek? Ha ma vefe ret, daoust hag eñ e vennit ur brezel hollekoc'h ha kaset ar pellañ posubl, muioc'h c'hoazh eget pep tra a vefe bet tu da ijinañ betek-henn."[…]"/"Bremañ, tudoù, emsavit, stourmit ha torrit an drouziwezh!"[1].

Goebbels a glozas e brezegenn o lâret e veze lakaet en arvar hag e klasked diskar daou-vil bloaz istor kornogat hag implijout a reas bouc'h-ar-pec'hed ar Yuzevien evit displegañ fazioù Alamagn.

Goebbels a spie e vefe bet roet dezhañ ha da Speer gant Hitler, a-drugarez d'an doareoù ober menneget uheloc'h, ur galloud kreñvoc'h er politikerezh, e produadur an armoù hag e kenaozadur al labourerien betek sevel ur c'hoñsailhiñ er vro a-bezh. Met Hitler, harpet gant Göring, a nac'has ar c'hinnigoù-se abalamour ma oa ankeniet gant ur meizad hag a lakae da soñjal en hentennoù implijet e-pad ar c'hentañ brezel bed. Ur mont en-dro evel hemañ a vefe bet gwanaus evit imor ar bobl. Ne felle ket da Hitler leuskel Goebbels pe forzh peseurt hini distruj e c'halloud hollek war ar renad. Goebbels a zisklêrias e c'helled kavout er vuhez politikel broadel, un ezvezañs a renerezh. Met tagañ a rae an aozadur politikel, dre ma ne c'helle ket tagañ Hitler.

Goebbels hag al loskaberzh[kemmañ]

Pennaozer ar gouennlazh yuzev en Europa e oa Heinrich Himmler. Ha kavout a rae gwelloc'h nompas komz eus an "diskoulm diwezhañ" er vuhez foran. En desped da-se e skrivas ur pennad stur diwar-benn ar sujed-se er gazetenn Das Reich e miz Du 1941 e lec'h ma dielfennas komzoù Hitler e 1939 evel diougan drouziwezh ar Yuzevien en Europa e-pad ar brezel a oa o tont. Hag hervez Himmler e oa deuet an diougan-se da vezañ ur wirionez. Hervezañ, ar yuzevien o devoa kroget da c'houzañv un argerzh a zistruj eus ar ouenn yuzev.

Hervez darn brasañ eus an istorourien, ez eo bet kemeret an diviz da lakat e plas gouennlazh ar juzevien e Europa adalek fin 1941. Goebbels, memes ma ne anaveze ket munudoù an afer, a ouie ar pezh oa o c'hoarvezout. Divizet eo bet diblasañ juzevien Alamagn hag Aostria e miz Gwengolo. Goebbels a lakas pres war melestradurezh an diskoulm diwezhañ evit ma vefe, da gentañ penn, skarzhet kuit juzevien o vevañ e kêrioù evel Berlin, Vienna ha Praha: met ar pep pouezusañ en e vennozh oa "netaat" Alamagn ha kerioù meur ar vro a-raok forzh peseurt lec'h all.

Kaset e voe juzevein Berlin e ghetto Łódź, e kreiz Polonia, adalek miz Here. Met balamour da gudennoù an transportoù, ne voent ket kaset di ken buhan hag ar pezh a spie Goebbels. Diskleriañ a reas meur a wech e kazetennoù'zo pegen buan e oa ret mont en oberenn-se, ha pegen bras e rank bezañ ar striv.

E-pad ar bloavezh 1942, Goebbels a labouras da vuanaat lusk ha mont en dro mekanik distruj an "diskoulm diwezhañ", ha pres a lakae war aozerien an oberenn-se dreist-holl abaoe ma oa bet aloubet triadoù nevez er Reter. Hervezañ an darvoud-se oa un tu da gavout doareoù nevez evit buhanaat distruj ar juzevien. Doareoù nevez evit lakat e pleustr ar pezh oa bet divizet e prezegenn Wannsee, aozet gant Heydrich e miz Genver. Spontus e kave ar fed e veze stourmet a-enep ar rusianed er Reter pa oa c'hoazh 40 000 den juzev e Berlin. Fellout a rae dezhañ lazhañ anezho holl pe kas anezho e Rusia pe c'hoazh implij anezho war an talbenn soviedel. Memes ma oa ket bet pedet da vont da brezegenn Wannsee, e ouie mat ar pezh oa bet divizet.

Met pa seller pouezh ha karg Goebbels e istor al loskaberzh ez eo ret gouzout eo bet lakaet Goebbels da gostez. Dilezet eo bet abalamour d'ar fed ma 'z eo bet an den kiriegañ e darvoudoù an nozvezioù strink: an nozvezh-se a zegasas da Alamagn muioc'h kudennoù eget disoc'hoù dedennus hag a c'hounit. Koustus kenañ eo bet an darvoud evit ar vro, ker ruz pa vez keñveriet gant disoc'hoù an nozvezh strink, ha ne felle ket d'ar galloud politikel leuskel traoù e giz se c'hoarvezout c'hoazh dreist-holl pa'z eo ar boblañs alaman hag a bae ur rann eus an dispignoù pe a adsav al lec'hioù pe ar bivioù distrujet. Hag evit echuiñ, an nozvezh strink a wallgasas da vat brud ar vro dre ar bed a bezh. Fellout a rae d'ar galloud nazi dibab un "diskoulm" all eget hini ar pogromoù, un doare efedusoc'h.

Kannad meur evit ar brezel hollek[kemmañ]

Hervez Goebbels, er bloavezhioù 1943 ha 1944 e vefe ret strivañ da vodañ ar bobl alaman evit ma harpfe ar renad da stourm er brezel a zeue da vezañ drastusoc'h-drastusañ. Mennozh an drouziwezh a zeue muioc'h-mui anat. Abaoe emgann Stalingrad, fiziañs ar bobl en Adolf Hitler ne zistroas james d'ar feur uhel a oa bet anavezet e penn kentañ ar brezel. Imor ar bobl oa war ziskar. E-pad ar bloavezh 1943, a-feur ma'z ae an arme soviedel war raok, e veze taget ar vro en un doare efusoc'h-efedusañ gant aerlu enebourien ar C'hornog. Bombezet e veze kêrioù bras Alamagn en un doare ingal. Diaesoc'h-diaesañ e oa pourveziñ ar vro kenkoulz ha ma oa bet betek-henn.

Goude emgann Stalingrad, ne zeue ket ken Hitler d'ober prezegennoù dirak ar bobl, he nebeutoc'h-nebeutañ er skingomz. Adalek miz Gouere e oa bet trubuilhet Goebbels gant ar fed ma ne veze ket graet strivoù gant Hitler evit reiñ kalon d'ar bobl ha d'an arme: da skouer ne'z ae morse da weladenniñ kêrioù bombezet ar Ruhr, pe da welet an arme ha da gejañ gant ar soudarded a oa o stourm war an talbenn. Goebbels a lâre e oa ur fazi leuskel ar bobl a-gostez, dreist-holl pa oa ar bobl-se kalon ar brezel. Deuet e oa da vezañ mouezh ar renad, muioc'h c'hoazh eget e penn kentañ ar brezel. Rak bremañ e oa Goebbels e pep lec'h: er skingomz, er sinema, er bodadegoù, er c'hazetennoù. Gouzout a rae peanos implijout pep darvoud er renad evit cheñch penn d'ar vazh, hag e implij evit e bropaganda. Joachim Fest a lâre e vez tost laouen Goebbels da glevout keloù ken fall, rak seul c'hrevusoc'h e vezent seul welloc'h e c'hellfe o implijout.

En e brezegennoù hag er vuhez pemdeziek e lakae ar pouez war arvar ar mare evit Alamagn. Diskleriañ a rae e oa ret strivout evit gwareziñ ar Reich, met ivez dazont Europa. Klask a rae diskouez ur spi da drec'hout. Ar spi da drec'hout-se, a oa liammet (hervezañ) gant lazhadeg ar bobl juzev. Chom a rae trubuilhet a-galz gant an dra-se. Memes ma ne oa e karg eus tra en obererezh a zistruj-se, e ouie kement tra liammet gant an afer. Met ar skeudenn a zen politikel oa nemet un touell: en e vuhez prevez, e oa digalonekaet gant drouziwezh e itrik aozet gant sikour Speer.

Un tamm diwezhatoc'h, e brederias kalz war un ersav nevez da gaout er brezel, dreist-holl goude diskar Benito Mussolini e miz Gwengolo. Gant Joachim von Ribbentrop, e glaskas lakat war wel, dirak selloù strategiel Hitler, mennoz un emglev da lakat e plas gant Joseph Stalin. C'hoant o devo klask sinañ ur feur-skrid evit ur peoc'h gant URSS, met kenderc'hel ar brezel a-enep ar pezh a deuio diwezhatoc'h da vezañ broioù ar C'hornog. Ar c'hinnig-mañ na vo ket nac'het gant Hitler, er c'hontrol zoken e gave dedennus ar mennoz. Souezus e hañval bezañ, met n'eo ket kement-se, rak an doare ersaviñ-se a zo arouezus kenañ eus ersav politikel Adolf Hitler: ur meizad eus an hollvelierezh diazezet war ur sammad eus tuoù pellañ an dachenn politikel (tachenn er ster parlamantel), sammad aroueziet en e bersonelezh. Disoc'h an emzalc'h-se a zo un dic'houestidigezh da zibab un doare politikel stabil da vont. Met ne felle ket da Hitler kregiñ da gaout tabutoù a-zivout ar peoc'h a-raok bezañ gounezet un emgann a rofe ur renk uhelco'h dezhañ. Met an degouezh-se oa ket muiñ posubl abaoe drouziwezh Koursk (miz Gouere). Goebbels a ouie mat ne vefe ket muiñ tu d'em gavout gant an araokerezh-se. Gouzout a rae mat e oa un azon eus an diskar, met fellout a rae dezhañ kenderc'hel.

E-kerzh an enkadenn armerzhel alaman e fin 1944, Goebbels a glaskas un emglev nevez gant Speer a-benn digalloudekat Göring ha dreist-holl gwanaat e levezon milourel er C'hornog. E miz Gouere, da heul dilestradegoù Bro C'hall ha tagadennoù an URSS e Bielorusia, e voe roet da Goebbels an titl a Reichsbevollmächtigter für den totalen Kriegseinsatz an der Heimatfront. Roet e voe kement da Speer war ar sav-poent armerzhel. D'ar stad-se Hitler a oa boaziet da rannañ muioc'h muiañar galloudoù etre e jeneraled. Brasaet e voe galloud Himmler, kaset e penn maodiern an diabarzh er memes koulz.

Ar strollad-se (Goebbels, Himmler ha Speer) a oa deuet da vezañ, e pad mareoù diwezhañ ar brezel, kellig galloud pouezusañ en Trede Reich. Met Bormann a glaskas enebiñ ouzh an darvoud-se. Neuze e arveras al levezon en devoa gounezet en e zarempredoù gant Hitler. Er strollad nazi e deuas a benn da gaout muioc'h a c'halloud evel Gauleiter. Uhelet e voe d'ar renk a Reichsverteidigungskommissare (Komiser gwarezour ar Reich) ha gounit a reas levezon war an holl metoù foran. Ne chome nemet Himmler evit herzel ouzh emled Bormann er Reich. A-drugarez d'e garg e maodiern an diabarzh: gauleiterien Bormann oant ankeniet abalamour da SSed Himmler. Posubl e oa dezhañ eilpennañ kargidi Bormann gant izili ar gward du, pa viche er polis pe e lec'hioù all.

Goebbels a welas Himmler evel ur c'hevredad posubl a-enep Bormann. E 1944 e krogas da zamlavarout ec'h echufe ar brezel ma vefe lakaet eñ e penn politikerezh ar riez ha Himmler e penn ar Wehrmacht. Met dilezel a reas ar mennozh-se pa verzas ne oa ket gouest Himmler da gendrec'hiñ Hitler da lakat Bormann da gostez. Ret e oa dezhañ asentiñ e izhelañ renk.

E pad irienn an 20 a viz Gouere 1944, ar strollad-se (Goebbels, Himmler ha Bormann) a enebas an Harzerezh Alaman. Un ofisour eus ar Wehrmacht anvet Claus Schenk von Stauffenberg a glaskas lazhañ Hitler en ur walldaol ha reiñ reolerezh un Trede Reich o koll ar brezel d'an arme. Goebbels, lakaet dindan sez en e ranndi e Berlin, a glaskas prouiñ e oa bev Hitler da Otto Ernst Remer (ofisour e penn ameoù Berlin): Lakat a reas anezhañ da gomz gant Hitler er pellgomz. Raktres Stauffenberg a c'helle mont en-dro nemet ma vefe bet lazhet Hitler ha nemet gloazet e oa bet.

Goebbels a brometas da Hitler ec'h embarzhfe un milion soudard nevez-kavet a-drugarez da adframmañ an arme. Fellout a rae dezhañ treuzlec'hiañ ar c'hoskorioù amaezhiañ ha perzhek eus al Luftwaffe hag eus al lu betek an arme. Da c'houde Goebbels en dije spurjet maodiernezhoù ha diskarzhet ar vaodierneg ramz ha breinet. Met anniñv al levierezh hag hini burevierezh a harzas raktresoù a gemmadurioù prientet gant Goebbels. Bormann hag e vargodell Lammers oa boaz da ledañ hag amplediñ o reolerezh dreist d'ar Strollad ha da velestradurezh ar Stad. Neuze o deus graet pep tra oa posubl evit herzel raktresoù Goebbels. Ur gudenn all a drelatas anezhañ: en desped d'e emglev gant Albert Speer ne oant ket a-du ent embregel. Speer a felle reiñ an tevet d'ar c'henderc'hadur armoù. Goebbels, eus e du hag a-enep da boell Speer, a glaske tennañ gounit ha splet eus pep den gouest da vont d'an talbenn ha emouestlañ anezho. Met Speer a deuas a benn da staliañ e boell e politikerezh ar brezel, dreist holl a drugarez da harp Fritz Sauckel (ar jeneral e karg eus implij al labourerion).

Adalek Gouere 1944 e oa re ziwezhat evit stagañ gant adreizhadennoù ken pouezus ha lakaat ar blegenn da gemmañ. Steuñv ar galloudoù armerzhel ha milourel broioù unanet ar c'hornog hag URSS oa re greñv evit gellout enebiñ outañ. Ur meneger grennus: an argement a genderc'had houarn oa war dro 4.5:1 a-enep Alamagn. Ur darvoud nevez a ziskaras c'hoazh plegenn armerzhel ar Reich: koll eoulvaezioù donvor Romania hag aoaokadennoù an arme soviedel er Balkanoù e miz Gwengolo. Gellout a reer ouzhpennañ se da dagadennoù an aerlu amerikan a enep ar genderc'had a eoul kevanaozel. Da heul an darvoudoù-se e teue da vezañ diaes evit Alamagn da enebiñ ouzh e enebourion. Evit sederaat ar bobl alaman ha lakat da grediñ e oa posubl bezañ trec'h war enebourion ar Reich Goebbels na c'helle nemet prometiñ drouziwezhiñ gant "armoù burzhudus" evel ar c'harr-nij Me 262 pe al listri-spluj XXI ma n'eo ket ar c'hadfurc'helloù V-2.

Drouziwezh ha marv[kemmañ]

Prezegennoù ha pennadoù Goebbels a deuas da vezañ apokaliptek e mizoù diwezhañ ar brezel. Deskrivañ a rae plegenn ar Reich evel un hini dibar e istor ar vro. Hervezañ ar vro oa amprouvet: ur stourm reizh eo hini ar Reich hag abalamour da se eo o devoa da c'houzañv kement. Gouzañvet e vez evit bezañ dellezek ha gellout kaout ur blasenn e "serr-noz an doueed".

E penn kentañ 1941 Goebbels na c'helle ket touellañ ken. An arme soviedel oa c'hoarvezet war an Oder hag ar Re-unanet war lez ar Rhen. An drouziwezh oa didec'hus ha Goebbels oa ket evit diarbenn diouzh se. Ha gouzout a rae mat petra e talveze evitañ. Termeniñ a reas ar plegenn evel m'o dije "devet o bigi" ha dibosubl e oa distreiñ war o lec'h. Krediñ a rae (evel m'eo displeget en e zeizlevr) e ranke an diplomaterezh alaman tennañ korvo eus an tennder war eskoriñ etre Stalin hag ar C'hornog. Joachim von Ribbentrop oa bet endorniet ouzh ar stael a vaodiern an darempredoù gant ar vrioù estren. Met Goebbels a dic'hratae an diviz kemeret gant Adolf Hitler, o lavarout Ribbentrop na vefe ket gouest da ensammañ ar c'harg ha da gas war-raok kevraouegoù diplomatel.

Un nebeut nazied a ginnigas da Hitler dilezel Berlin evit amparañ ur greizenn hag ur c'hreñvlec'h a harzerezh nevez e Bavaria. Goebbels a enebas ouzh ar mennoz se o laret e ranker chom e Berlin e lec'h ma vo leurennet difretadennoù diwezhañ ha diskar ar Reich war rivinoù e gerbenn.

Goebbels a deuas a benn da ziraez e amkan: bezañ an den tostañ ouzh Hitler. Göring oa deuet da vezañ gwallvrudet daoust ma Hitler a nac'has lakat anezhañ da reiñ e zilez a raok ar 25 a viz Ebrel. Himmler a oa bet enstaelet e penn arme ha strolladoù soudarded ar Vistul lec'hiet ha kaset da zifenn ar Reter. Met ur wallreuz eo bet evitañ hag an arme pa voe e penn an talbenn-se hag hini an Oder. Argaset e oa. Hag ouzhpenn da se, Hitler en devoa diskred abalamour da argeziadoù evit kevraouiñ gant ar C'hornog. Ne oa nemet Goebbels ha Bormann o chom leal da Hitler. Ha Goebbels a oueze penaos c'hoari gant speredfaltazius ha froudennus Hitler. Kennerzhañ ha boutañ a rae anezhañ da jubenniñ marv arlevier Stadoù Unanet Amerika, Franklin D. Roosevelt, evel un darvoud oc'h aroueziñ ur ragevezh a-berzh Doue. D'an 22 a viz Ebrel, Hitler a zisklerias (abalamour da levezon Goebbels pergen) e chomfe e Berlin evit stourm ha mervel evit difenn ar gerbenn.

Goebbels, er c'hontrol da nazied all, a brouas e lealded ha diskouez a reas nerzh e zrec'hidigezhioù. Mont a reas da vevañ devezhioù diwezhañ ar Reich gant e familh ha Hitler er Führerbunker e kreiz ker ha dindan Kanselerezh Berlin. Diskleriañ a reas d'an iz-Amiral Hans-Erich Voss ne vije ket a zaskoridigezh pe a derc'hout. Bevet fall en dije da vont kuit eus ar gerbenn p'eo bet enstaelet e penn difennerezh ha harzerezh ar vro. Ha gouzout a rae mat ne voe ket lezet da vont kuit gant ar soviediz.

D'an 30 a viz Ebrel, pa oa an arme soviedel o tostaat ouzh ar bunker, Hitler a zezrevellas e destamant. Goebbels oa unan eus ar pevar zest bodet tro-dro d'ar skrivadenn. Ur pennad amzer goude-se Adolf Hitler a emlazhas. Goebbels a zisklerias: "Kalon Alamagn he deus paouezet da dalmañ. Ar Führer a zo marv."

Den ebet oa bet endorniet ouzh ar stael a Führer e testamant Hitler. En desped da-se, Goebbels oa bet enstaelet Kanseler, Karl Dönitz oa deuet da vezañ Reich-Prezidant ha Martin Bormann. Met Goebbels oa ket touellet: memes ma vije gouest da vont betek Norzh ar vro ne oa ket mui posubl da savetaiñ kalz traoù. Hag e oa kentoc'h da Dönitz da gas oberennoù saveteiñ evel ma glasko ober diwezhatoc'h.

Goude emlazh Hitler, Goebbels a felle heuliañ ar memes hent. Abaoe pell eo en devoa kollet e spi. Ha ne zisklerias ket traoù all d'an dud o vezañ gantañ er bunker.

D'ar 1añ a viz Mae, e fin an devezh, Goebbels a rakwelas e emlazh ha hini e familh. Mont a reas e darempred gant ar medisin-SS Helmut Kunz a benn lazhañ e vugale. Lazhet e voent e pad ar c'housk gant Magda Goebbels ha Ludwig Stumpfegger. En diwezh, Josephe Goebbels ha Magda Goebbels a zeas d'emlazhañ e maez ar bunker, e liorzh ar c'hanselerezh.

En e raok:
Adolf Hitler
Kañseller Alamagn
Ardamezioù Trede Reich
30 a viz Ebrel 1945 – 1añ a viz Mae 1945
War e lerc'h:

Levrioù Goebbels[kemmañ]

Levrlennadur[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. "Ich frage euch: Wollt ihr den totalen Krieg? Wollt ihr ihn, wenn nötig, totaler und radikaler, als wir ihn uns heute überhaupt erst vorstellen können?" [...] "Nun, Volk, steh auf und Sturm brich los!"

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.