Otto Günsche

Eus Wikipedia
Otto Günsche

Otto Günsche (24 a viz Gwengolo 1917 e Jena - 2 a viz Here 2003 e Lohmar) a oa ur Sturmbannführer (komandant) SS tost ouzh Adolf Hitler. Gantañ eo e c'houlennas Hitler ma vefe distrujet e gorf goud e emlazh. Günsche a guitaas ar Führerbunker d'an 30 a viz Ebrel 1945, goude bezañ devet korf Hitler ha hini Eva Braun e liorzh ar c'hañsellerdi. Tapet e voe gant soudarded an Arme Ruz.

Dieubet e voe e 1956 hag e tistroas da Alamagn, ma varvas abalamour d'un taol-kalon e 2003.

Götz Otto eo an aktour a c'hoari perzh Günsche er film Der Untergang (2004).