Constanze Manziarly

Eus Wikipedia

Constanze Manziarly (14 a viz Ebrel 1920 en Innsbruck - aet diwar-wel d'an 2 a viz Mae 1945) a oa keginerez ha bouedreolierez Adolf Hitler.

Manziarly a labouras evit Hitler eus ar mare ma krogas da vont d'ar Berghof betek an devezhioù diwezhañ er Führerbunker e Berlin.

Hitler a c'oulennas digant meur a vaouez a oa er bunker (en o zouez Manziarly, Gerda Christian, Else Krüger ha Traudl Junge) mont kuit, dre ma felle dezhañ ma vefent e surentez[1].

D'ar 1añ a viz Mae 1945 e voe Manziarly er strolladig tud a guitaas ar bunker, kaset gant ar Brigadeführer Wilhelm Mohnke. Mont a reas ar strolladig-se war-du an norzh, hag e klaskas tizhout soudarded alaman a oa e Prinzenallee. Er strolaldig e oa Manziarly, Mohnke, Christian, Krüger, Junge hag ar mezeg Ernst-Günther Schenck.

Lavaret e vez en em lazhas d'an 2 a viz Mae (Hitler en doa roet bet a gapsulennad sianur d'ar maouezed-se). Met hervez Junge he dije Manziarly kuitaet ar bunker daou zevezh a-raok, gwisket evel ur soudard. E 1989e lavaras Junge he doa gwelet Manziarly evit ar wech diwezhañ pa voe divodet ar strollad 4 maouez ennañ a oa sañset reiñ ur gemennadenn da Karl Dönitz. Manziarly he dije klasket en em veskañ gant maouezed boutin Berlin[2]. Met en he danevell vuhez (2002) e skrivas Junge he dije gwelet Manziarly, hag a oa skeudenn beurvat ar vaouez rusian, kreñv ha dezhi divjod ront,o vont e-barzh ur riboul metro asambles gant daou soudard eus an Arme Ruz, hag oc'h embann ne rafent nemet sellout ouzh he faperioù[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Traudl Junge ; Voices from the Bunker, 1989
  2. Voices from the Bunker
  3. Traudl Junge, Until the Final Hour: Hitler's Last Secretary, 2004, p.219