Rochus Misch

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Rochus Misch (29 a viz Gouere 1917 en Oppeln, hiziv an deiz Opole) a oa gward ar paotr ar pellgomz Adolf Hitler. Oberscharführer eo ar grad diwezhañ a dizhas en arme.

E vuhez[kemmañ]

E dad a varvas un nebeud eurvezhioù a-raok ma vefe ganet, hag e vamm a varvas e 1920, neuze e voe desavet gant e dud-kozh. Goude bezañ bet er skolaj e studias an tresañ. Da-geñver C'hoarioù olimpek 1936 e Berlin e doe tro da welout Adolf Hitler. E 1937 e reas e servij-soudard er Verfügungstruppe, un unvez surentez.

E 1939 e voe gloazet pa voe taget Polonia gant arme an Trede Reich. P'edo war e bare e voe tutet evel gward, paotr ar pellgomz ha paotr-kefridi Adolf Hitler. Azalek miz Ebrel 1940 e stagas gant ar post-labour-se, ha lojet e voe er C'hañsellerdi e Berlin. E 1945 e voe e-karg eus ar standard pellgomz er Führerbunker e Berlin. D'ar mare-se e oa serjant SS. Rochus Misch a lavar a e welas ar Führer evit ar wech diwezhañ d'an 30 a viz Ebrel 1945 : E-tro 11e e oa. Tremen a ra dirazon, chom a-sav, sellout a ra ouzhin hag hanterdro ha kuit. Misch a welas Magda Goebbels o wiskañ he c'hwec'h bugel a-raok ampoezoniñ anezho. Gwelout a reas ivez Joseph Goebbels pa oa o vont d'en em lazhañ. Tapet e voe Misch gant soudarded an Arme Ruz d'an 2 a viz Mae 1945 ha bac'het e voe e toull-bac'h al Loubianka. Nav bloaz a gasas e toulloù-bac'h Kazakhstan ha Siberia. E 1954 e tistroas da Verlin, ma savas un embregererzh livañ. E karter Rudow emañ o chom.

Rochus Misch a lavar ne voe morse ezel eus NSDAP.

Levrlennadur[kemmañ]

Ar c'hazetenner gall Nicolas Bourcier en deus skrivet al levr J'étais garde du corps d'Hitler (Le Cherche Midi, 2006) diwar gaozeadennoù en doe gant Rochus Misch e 2004 hag e 2005.

Rochus Misch er sinema[kemmañ]

  • Michael Kitchen eo an aktor a c'hoari perzh Misch er film skinwel amerikan The Bunker (1981).
  • Heinrich Schneider eo an aktor a c'hoari perzh Misch er film alaman Der Untergang (2004).
  • Florian Lukas eo an aktor a c'hoari perzh Misch er film skinwel alaman Die Letzte Schlacht (2005).

DVD[kemmañ]

  • Rochus Misch erzählt. D'an 3 a viz Here 2008 ez eus deuet er-maez un DVD aozet gant Animation Ltd. ma weler Rochus Misch. Misch a laka an arvesterien da weladenniñ ar C'hañsellerdi hag ar bunker e teir ment. Produet eo an DVD gant an istorour alaman Christoph Neubauer, hag ul lodenn eus ar rummad Albert Speers Berlin eo. Gwelout :DVD.

Liamm diavaez[kemmañ]