Erich Kempka
Erich Kempka (16 a viz Gwengolo 1910 e Oberhausen – 24 a viz Genver 1975 e Freiberg am Neckar) a voe blenier Adolf Hitler azalek 1934. Ezel niv. 2803 an Allgemeine-SS e voe hag ivez SS-Obersturmbannführer.
[kemmañ] E vuhez
D'ar 1añ a viz Ebrel 1930 ec'h emezelas Kempka e NSDAP (ezel niv. 225-639). E 1932 e voe e-touez an eizh den a savas an SS-Begleit-Kommando.
Blenier Josef Terboven e voe betek an 29 a viz C'hwevrer 1932. E 1934 e kemeras plas Julius Schreck ha Emil Maurice evel blenier pennañ, mevel ha gward Hitler. Er memes bloavezh e voe test pas voe harzet Ernst Röhm.
D'ar 1añ a viz Kerzu 1937 e teuas da vezañ ezel eus Lebensborn. Profet e voe dezhañ un Totenkopfring gant Heinrich Himmler. E 1945 ez eas d'ar Führerbunker asambles gant Hitler.
Kempka a voe unan eus ar re a rankas deviñ korf Hitler. D'an 30 a viz Ebrel goude kreisteiz e voe goulennet gantañ kavout 200 litrad dour-tan, met ne gavas nemet 180 litrad. Kuitaat a reas ar bunker en deiz war-lerc'h, ha d'an 20 a viz Even e voe tapet gant soudarded amerikan e Berchtesgaden.
E-pad prosezoù Nürnberg e voe goulennet gant Kempka dont da desteniañ peogwir e lavare en doa gwelet Martin Bormann o vervel abalamour d'ur roked eneptankoù bet taolet gant soudarded rusian. Dieubet e voe d'an 9 a viz Here 1947.
Kempka a zalc'has da zaremprediñ izili bet er "Führer-Begleit-Kommando" dre ma'z eas da emvodoù kevredigezh an dud bet er 1añ SS Panzer Korps betek 1974, da lavaret eo ur bloaz a-raok ma varvfe. E eñvorennoù a voe embannet e 1951 dindan an titl Ich habe Adolf Hitler verbrannt (Devet em eus Adolf Hitler). Adembannet e voe al levr e 1975 gant ur rakskrid gant Erich Kern (bet ezel eus Leibstandarte SS Adolf Hitler) dindan an titl Die letzten Tage mit Adolf Hitler (An devezhioù diwezhañ gant Adolf Hitler).
[kemmañ] Er sinema
Jürgen Tonkel eo an aktor a c'hoari perzh Kempka er film Der Untergang (2004).
[kemmañ] Liammoù diavaez
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
