Ernst-Robert Grawitz

Eus Wikipedia
Ernst-Robert Grawitz
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
AllegianceTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denErnst-Robert Grawitz Kemmañ
Anv-bihanErnst, Robert Kemmañ
Anv-familhGrawitz Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Mez 1899 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCharlottenburg Kemmañ
Deiziad ar marv24 Ebr 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvBabelsberg Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvGreunadenn (arm) Kemmañ
TadErnst Grawitz Kemmañ
Den heverkLeonardo Conti, Ernst Kaltenbrunner Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Michermilitary physician, internist, torturer, concentration camp guard Kemmañ
Tachenn labourmedical torture Kemmañ
ImplijerGerman Red Cross Kemmañ
Kargchairperson Kemmañ
Bet war ar studi eHumboldt University of Berlin Kemmañ
Diplom skol-veurDoctor of Sciences in Medicine Kemmañ
Deroù ar prantad labour1933 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Grad milourelObergruppenführer Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Brezel-bed kentañ Kemmañ
Korf an armeSchutzstaffel, Waffen-SS Kemmañ
Ezel eusSchutzstaffel Kemmañ
Grawitz gant izili Reichsführerschule, d'an 20 a viz C'hwevrer 1939

Ernst-Robert Grawitz (8 a viz Even 1899 e Charlottenburg - 24 a viz Ebrel 1945 e Potsdam-Babelsbeg) a oa ur fizikour alaman hag un SS-Reichsarzt (mezeg ar Reich) da vare an Eil Brezel-bed.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prizoniad e voe goude ar Brezel-bed kentañ, ha dibeuet e voe 1919. Neuze e stagas gant studioù mezegiezh e skol-veur Humboldt e Berlin. Betek 1929 e labouras evel skorer pennañ en ospital Berlin-Westend, ha goude-se en em stalias evel mezeg war e gont. Etre 1933 ha 1936 e labouras en-dro en ospital Berlin-Westend.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1919 e voe ezel eus Einwohnerwehr Berlin (da lavaret eo : milis ar verliniz) hag e 1920 e kemeras perzh e putsch Kapp. Goude-se e voe ezel eus ar Freikorps "Olympia“ hag e savas a-du gant Hitler. E miz Du 1931 e voe degemeret e SS, hag e 1932 e teuas da vezañ ezel eus NSDAP. E 1935 e voe lakaet e penn servij yec'hed SS gant Heinrich Himmler ha goude-se e teuas da vezañ Reichsarzt. Evel Reichsphysician SS und Polizei e roas Grawitz kuzulioù da Heinrich Himmler a-zivout implijout ar c'hambreier gaz. Taolioù-arnod a reas ivez war brizonidi ar c'hampoù-bac'h. E penn ar Groaz Ruz alaman e oa ivez. E wreg, Ilse hec'h anv, a oa merc'h an SS-Obergruppenführer ha jeneral Waffen-SS Siegfried Taubert. Da vare dibenn an Eil Brezel-bed e oa fizikour Hitler er Führerbunker e Berlin. Pa glevas e oa pennoù-bras nazi o tec'hout kuit e c'houlennas gant Hitler an aotre da dec'hout ivez, met Hitler a nac'has.

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'edo soudarded an Arme Ruz o tostaat ouzh ar Führerbunker e tivizas Grawitz en em lazhañ. E-pad ma oa o tebriñ koan gant e wreg hag o daou vugel e lakaas div c'hrenadenn da darzhañ. An emlazh-se a weler er film Der Untergang (2004).