Werner Naumann

Eus Wikipedia
Werner Naumann

Werner Naumann (16 a viz Even 1909 e Guhrau - 25 a viz Here 1982 e Lüdenscheid) a voe sekretour-stad ar Propagandaministerium dindan renerezh Joseph Goebbels e-pad an Trede Reich. E testamant diwezhañ Hitler e voe lakaet e penn ar ministrerezh.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ezel e voe eus NSDAP azalek 1928, hag e 1933 e voe lakaet e penn ur vrigadenn SS. E 1938 e voe navet da skorer pennañ Joseph Goebbels hag e sekretour-soazeller e teuas da vezañ e 1942. Ezel e voe eus ar Freundeskreis Reichsführer SS hag e-pad ar brezel e voe ezel eus ar SS-Leibstandarte Adolf Hitler. Goude bezañ bet o repuiñ er Führerbunker e teuas a-benn da dec'hout d'an 29 a viz Ebrel 1945 gant Martin Bormann hag e teuas a-benn da vont betek Arc'hantina. Eno e reas war-dro ar gazetenn nevez nazi "Der Weg", embannet azalek miz Even 1947. Spierien Israel a glevas komz anezhañ, ha neuze e tistroas da su Alamagn. E 1949 e studias a-benn dont da vezañ mañsoner.

Azalek 1950 e labouras en embregerezh ezporzhiañ-enporzhiañ Cominbel e Düsseldorf . Harzet e voe gant soudarded vreizhveuriat e 1953 ha tamallet da vezañ e penn ur strollad nevez nazi e bal en em silañ e strolaldoù politikel Alamagn ar C'hornôg. Seizh miz e chomas en toull-bac'h. Goude-se e voe rener un embregerezh metal perc'hennet gant mab-kaer Goebbels e Lüdenscheid.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Norbert Frei: Vergangenheitspolitik. Die Anfänge der Bundesrepublik und die NS-Vergangenheit. 2. Auflage. München, 1997
  • Ulrich Herbert: Best. Biographische Studien über Radikalismus, Weltanschauung und Vernunft 1903-1989. 2. Aufl., Bonn, 1996
  • Rüdiger Jungbluth: Die Quandts. Ihr leiser Aufstieg zur mächtigsten Wirtschaftsdynastie Deutschlands. Frankfurt a. M., 2002
  • Ernst Klee: Werner Naumann, Eintrag in ders.: Das Personenlexikon zum Dritten Reich. Wer war was vor und nach 1945. Aktualisierte Ausgabe. Fischer-Taschenbuch-Verlag, Frankfurt am Main, 2005
  • Stefan Krings: Das Propagandaministerium. Joseph Goebbels und seine Spezialisten, in: Lutz Hachmeister /Michael Kloft (Hg.): Das Goebbels-Experiment. Propaganda und Politik, Stuttgart, 2005
  • David K. Yelton: Hitler's Volkssturm. The Nazi Militia and the Fall of Germany 1945-1945, Lawrence (Kans.), 2002
  • Norbert Frei: Deutsches Programm. Wie Nordrhein-Westfalens FDP Anfang der fünfziger Jahre bewährte Nazis zur Unterwanderung der Partei einlud, in: Die Zeit Niv. 23-29 a viz Mae 2002, S. 82.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]