Gerda Christian

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gerda Christian (ganet Gerda Daranowski, 13 a viz Kerzu 1913 e Berlin14 a viz Ebrel 1997 e Düsseldorf) a voe unan eus teir sekretourez Adolf Hitler e-pad an Eil Brezel-bed. Hitler a rae Dara anezhi. Labourat a reas ivez evit Elizabeth Arden.

Gerda Christian a grogas da labourat evit ar Führer e 1937, peogwir e klemme an div sekretourez all (Johanna Wolf et Christa Schroeder) dre ma oant beuzet gant al labour. Er penn-kentañ ne felle ket da Hitler kaout un trede sekretourez, peogwir e oa boas da labourat gant Wolf ha Schroeder. A-benn ar fin e tegemeras anezhi.

E miz C'hwevrer 1943 e timezas gant ar Marineoffizier Eckhard Christian hag e chomas a-sav gant he labour. Traudl Junge eo a gemeras he flas, a-raok ma tistrofe Christian da labourat evit Hitler e-kerzh ar bloavezh 1943.

Gerda Christian a voe e-touez annezidi diwezhañ ar Führerbunker. Klask a reas kuitaat anezhañ d'ar 1añ a viz Mae 1945, e-pad emgann Berlin. Asambles ganti e oa ur strolladig tud kaset gant ar Brigadeführer Wilhelm Mohnke. Meur a vaouez (Junge, Krüger ha Manziarly) a oa er strolladig-se. En dreiz war-lerc'h e voent dizoloet en un dan[1].

Gwallet e voe gant soudarded an Arme Ruz en ur c'hoad e-kichen Berlin.[2]

Goude ar brezel edo o chom e Düsseldorf, ma labouras en ostaleri Eden. Mignonez da Werner Naumann (bet o labourat e ministrerezh propaganda an Trede Reich ha bet e penn ur strollad nevez nazi) e oa.

Gerda Christian e filmoù[kemmañ]

Gerda Christian a weler e meur a film diwar-benn an Trede Reich :

  • Hitler: The Last Ten Days (Rouantelezh-Unanet, 1973). An aktorez Sheila Gish eo a c'hoari he ferzh.
  • The Death of Adolf Hitler (Rouantelezh-Unanet, 1973). An aktorez Mitzi Rogers eo a c'hoari he ferzh.
  • Der Untergang (Alamagn, 2004). An aktorez Birgit Minichmayr eo a c'hoari he ferzh.

Notennoù[kemmañ]

  1. Traudl Junge, Voices from the Bunker, 1989
  2. James P. O'Donnell, The Bunker, De Capo Press, 2001