25 Here
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 25 a viz Here)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1415 : Herri V a Vro-Saoz a drec'h ar C'hallaoued en Emgann Azincourt.
- 1440 : barnet eo Jili Raez d'ar marv gant ofisialed.
- 1854 : Emgann Balaklava e-pad Brezel Krimea.
- 1916 : enaouet evit ar wech kentañ tour-tan Kereon, e strizh-mor Ar Froñveur.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1510 : Renée Bro-C'hall, merc'h da Anna Vreizh ha da Loeiz XII († 12 a viz Mezheven 1574 e Montargis).
- 1693 : Pierre-Hyacinthe Morice (Dom Morice), manac'h beneadat hag istorour Breizh.
- 1806 : Max Stirner, prederour alaman († 25 a viz Mezheven 1856 e Berlin).
- 1811 : Évariste Galois, jedoniour gall.
- 1825 : Johann Strauss (mab), sonaozour aostrian, savet gantañ An der schönen blauen Donau († 3 a viz Mezheven 1899 e Vienna (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
- 1838 : Georges Bizet, sonaozer gall († 3 a viz Mezheven 1875 e Bougival).
- 1881 : Pablo Picasso, livour spagnol.
- 1889 : Abel Gance, filmaozer amerikan.
- 1891 : Marcel Barzin, prederour, politikour ha mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1895 : Levi Eshkol, trede kentañ ministr Israel († 1969).
- 1898 : Reun Kreston, tudoniour ha livour breizhat, diazezer al luskad Unvaniez ar Seiz Breur († 30 a viz Mae 1964 e Staol).
[kemmañ] Marvioù
- 304 : Marcellinus, pab.
- 625 : Bonifas V, pab.
- 1495 : Yann II Portugal (° 1455).
- 1647 : Evangelista Torricelli fizikour ha jedoniour italian.
- 1839 : Aimé-Casimir-Marie Picquet du Boisguy, jeneral chouan (° 15 a viz Meurzh 1776 e Felger).
- 1976 : Raymond Queneau, skrivagner gall.
- 1985 : Olier Mordrel, broadelour breizhat (° 29 a viz Ebrel 1901 e Pariz).
- 2002 : Rene Thom, jedoniour gall.
[kemmañ] Lidoù
- Iliz katolik roman
- Sant Chrysanthos ha santez Daria, merzherien e Roma. Mesket eo bet an hini kentañ gant sant Krizen, penitiour e Priveilh, diskibl da sant Tei er VIvet kantved.
- Sant Gouenoù, abad, mab da sant Tudon, breur da sant Majan ha da santez Tudonia. Diazezer abati Gouenoù. Enoret ivez e Sant-Gouenoù (VIvet kantved)
- Sant Miliav, kont Kerne ha tad sant Melar (VIvet kantved).