Jili Raez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Tiffauges, e Tiffauges (Vande), a oa da Jili Raez

Jili Raez, pe c'hoazh Jili Montmorency-Laval, a oa bet ganet e miz Gwengolo pe Here 1404, e kastell Machikoul pe hini Champtocé-sur-Loire. Marichal Bro-C'hall e oa, hag ambroug a reas Janed Ark e-kerzh hec'h emgannoù.

Kemer a reas perzh er Brezel Kant Vloaz kent kas ur gwall-vuhez ken na voe tamallet dezhañ oberoù a sorserezh hag a sodomiezh, ha muntrañ tregont krouadur. D'ar 25 a viz Here 1440 e voe barnet d'ar marv gant ofisialed : kerkent hag antronoz e voe krouget ha peuzdevet e Naoned. Douaret e voe e gorf en iliz kouent ar C'harmezed da-c'houde.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Georges Bataille, Procès de Gilles de Rais. Documents précédés d'une introduction de Georges Bataille, Club français du livre, 1959. Adembannet gant JJ Pauvert, 338 p., 1965 ha 1977, ISBN 2-720201-77-4. Embannadur 10/18. Ul levr n'haller ket ober heptañ.