9 Here
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1890 : Éole, aerlestr Clément Ader en devije dibradet diwar bark kastell Gretz-Armainvilliers (Seine-et-Marne).
- 1934 : drouklazhet eo Aleksandr Iañ (Yugolavia) e Marselha.
- 1945 : krouidigezh Skol Vroadel ar Velestradurezh gant Gouarnamant da c'hortoz Republik c'hall.
- 1975 : Priz Nobel ar Peoc'h a ya d'ar fizikour rusian Andrei Sac'harov.
- 2004 : kentañ dilennadegoù demokratel en Afghanistan.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1757 : Charlez X (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall ha Navarra etre 1824 betek 1830.
- 1859 : Alfred Dreyfus, ofisour gall.
- 1906 : Léopold Sédar Senghor, kentañ Prezidant Senegal ha skrivagner.
- 1907 : Jacques Tati (Jacques Tatischeff e anv gwir), filmaozer hag aktour gall.
- 1935 : Camille Saint-Saëns, pianoour ha sonaozer gall.
- 1940 : John Lennon, kaner-sonaozer saoz, ezel eus ar strollad The Beatles.
Marvioù [kemmañ]
- 1843 : Julien-Marie Le Huërou, kelenner hag eontr Fañch an Uhel.
- 1958 : Pi XII (bet ganet Eugenio Maria Giuseppe Giovanni Pacelli), 260vet pab.
- 1962 : Milan Vidmar, ijinour ha mestr meur echedoù yougoslaviat a Slovenia.
- 1967 :
- André Maurois (Émile Salomon Wilhelm Herzog e anv gwir), skrivagner gall.
- Ernesto « Che » Guevara, dispac'her ha politikour genidik eus Arc'hantina.
- 1978 : Jacques Brel, aktour, sevener ha kaner-sonaozer belgian.
- 1970 : Jean Giono, skrivagner ha skriver senario gall.
Lidoù [kemmañ]
- Deiz an Hangeul e Korea ar Su
- Iliz katolik roman
- Abraham, uheldad (patriarch), penn relijiel en Israel, enoret gant teir relijion : yuzeviezh, kristeniezh hag islam (war-dro an 13vet kantved kent Jezuz-Krist)
- Sant Denez a Bariz, abostol Bro-Bariz ha merzher
- Santez Maelduina