Jacques Brel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.


Jacques Brel ganet e Schaarbeek,ur gumun eus Rannvro Brusel-Kêrbenn ganet Jacques Romain Georges Brel, d'an 8 a viz Ebrel 1929 a oa ur c'hanour hag ur realizatour belgian. Marvet eo d'an 9 a viz Here 1978 e Bobigny e Bro-C'hall.

Buhezskrid[kemmañ]

O tont e oa eus ur familh flamank katolek o labourat en industriezh. Er skol ne oa intereset nemet gant ar galleg ha ne veze ket labouret kalz gantañ en danvezioù all. Bloavezhioù goude ez eo lakaet da labourat gant e dad e uzin kartoñs ar familh met siwazh evito ne vo ket muioc'h intereset eget ar skol. Soñjal a ra labourat evel desaver yer pe evel kanour; benn ar fin e tivizo kemer hent ar c'han. Krogiñ a ra da skrivañ n'eus forzh pelec'h ha n'eus forzh pegoulz, skrivañ a ra e gentañ meuleudioù war e biano ha war e gitar.

E 1947 e anavez Thérèse Michielsen, anvet « Miche » el luskad katolek eus ar Franche Cordée; tri bloavezh goude-se e eured ganti d'ar c'hentañ a viz Even. Ar 6 a viz Kerzu 1951 e c'han e verc'h kentañ : Chantal. Da c'houde ez eo tro France d'an 12 a viz Gouere 1953 hag a benn ar fin e erru Isabelle e Eost 1958.

Krogiñ a ra da skrivañ e ganaouennoù kentañ evit kabaretoù bihan e Brusel ha evit e familh e 1952. Siwazh e vez gwelet re spered ar skouted. Klask a ra e familh e paouezfe gant ar c'han, daoust da-se e kendalc'h da ganañ.

E 1953 e teu er maez e kentañ 78 tro, goude se e gemer hent Pariz galvet gant Jacques Canetti a zo o klask tud gant talantoù nevez e Philips hag a zo perc'henn ar c'habaret « Les trois Baudets ». Laoskel a ra e familh en em zibrouilhañ e unan en ur gwarn ur plas e uzin ar familh. Krogiñ a ra da c'hounez argant en reiñ kentelioù gitar evit an dansour ha gwinider Francesco « Cocky » Frediani, un arzour italian a zremene en amzer-se e cabare La nouvelle Eve. « Cocky »a oa an hini gentañ o wellout deizioù kentañ Jacques brel a ambrougo anezhañ e-pad ma trmeno evit arwech kentañ en Olympia. Stad Jacques brel en Olympia a oa diaes rak n'en doa ket a loj ha ret e oa dezhañ en em cheñch a-dreñv an davarnE fin un abadenn, Bruno Coquatrix en doa doa dija merzhet, a gourc'hemen anezhañ eus e abadenn ha pediñ a ra anezhañ da wellout anezhañ en-dro evit komz evit ma tremenfe ur wech all en Olimpya E eil verc'h a gan nebeut amzer goude, met siwazh an diaesterioù a gendalc'h. E Genver 1955,e grog Brel en « Ancienne Belgique », ur sal brudet tre eBrusel, evit penn-kentañ programm Bobbejaan Schoepen E 1955, e teu e grweg hag e daou verc'hig e Pariz, en em staliañ a reont e Montreuil. Ar bloavez-mañ a va bloavez e kentañ 33 tro. Intret c'hoazh gant e zeskadurezh skout ha katolek (memes ma ne oaket e vuhez santimantel gwall katolek ), Georges Brassens a lesanv anezhañ an « ar beleg Brel ».

E 1956, e kej gant François Rauber, ur c'hoarier piano a teuio da vezañ e ambrouger. E 1957, e anavezo Gérard Jouannest, a gemero plas François Rauber. Dont a ra Rauber en dro evit bezañ e penn al laz-soniñ. An daou soner-se a chomo fidel da Brel betek e marv ha pelloc'h c'hoazh.

Tamm-ha-tamm e gav Brel e stumm da ganañ, dre-se ar publik a grog da vat da zont en abadennoù. E 1957, an eil 33 tro a vez gourc'hemmentet gant ar priz bras eus Akademiezh Charles-Cros hag e 1958, bloavezh ganedigez e trede merc'h Isabelle ez eo ar pennvad en Olypia el lodenn kentañ; da c'houde ez eo deuet an dud evitañ e Bobino e fin 1959. A neuze e krog an triadoù a wechoù e veze graeet muioc'h a abadennoù eget a zevezioù en ur bloaz. E 1966,e ziviz da baouez gant ar ganaouenn hag d'ar 16 a viz Mae e vez graet gantañ e abadenn ziwezhañ e Roubaix. Met e-pad an amzer-se e kemer perzh en ur film, e-pad an Hañv 1967, "Les risques du metier" eus an oberer André Cayatte. Ar film a zo ur pennvad publik. Goude-se en em lak da veajiñ war e vag-dre-lien. Er bloavez 1968, e brusel e dro e galleg ar pezh-c'hoari "L'Homme de la Mancha", c'hoari a raio Don Quichotte gant Dario Moreno e Sancho Pança. Goude marv Dario e c'hoario e-kichen Robert Manuel a adgemero e flas e tudenn Sancho pa vo diskouezet ar pezh-c'hoari e miz Kerzu e Pariz.

E-penn kentañ an Hañv 1969,ar c'hanour a c'hoari e-barzh "Mon oncle Benjamin",e film Édouard Molinaro,met krouiñ a raio ivez ar sonerez gant François Rauber. Claude Jade, en doa 20 vloaz en amzer-se a lavaro : « Va gejadenn gant Jacques Brel a oa e Vézelay […] plijus tre e oa bet […]O paouez e oa gant e abadennoù skuizus eus "l'homme de la Mancha" ha gwarnet en doa ar blev hir eus Don Quichotte […] Chichant e oa met ivez brokus, gantañ an amzer e-pad ma veze filmet a oa seder ha kredus . […] Plijet bras e oa gant an nijerezh […] e tachenn nijerezh Toussus-le-Noble, an devezh diwezhañ […] plijet bras e oa o soñjal e oemp o vont betek Su Bro-c'hall e-pad ar veaj en deus kozet deomp eus ar veajoù an oabl ...» E 1971 e grou e film kentañ a va anvet Franz ne vo ket skrivet ar ganaouennoù gantañ met gant Barbara (c'hoari a raio gantañ er film) da c'houde e vo graet un eil film gantañ anvet Far West deuet er maezh e 1973 siwazh ne vo ket brudet. En e rol lbrudet tre diwezhañ ,François Pignon un den glac'haret gant ul lazher a vicher (Lino Ventura) e barzh ar film "L'emmerdeur" krouet c'hoazh gant Édouard Molinaro.

Brudet e vo kalz ivez er Stadoù-Unanet hag er Rouantezlzh-Unanet. Troet e vo meur a ganaouennoù evel Amsterdam gant David Bowie, Scott Walker (Amsterdam,Mathilde), Marc Almond, ar strollad Goodbye Mr. Mackenzie (Amsterdam) ha gant Terry Jacks hag Alex Harvey. krouet ez eo bet ur gomedienn-war-gan e 1968 a vo c'hoariet er bed a-bezh e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, Jacques Brel is alive and well and living in Paris, e 1974 ar gomedienn-se zo krouet er sinema . E 1974, e baouez gan e abadennoù ha mont a ra kuit e vag dre lienn gant Maddly Bamy en deus anavezet e " l'aventure c'est l'aventure " eus Claude Lelouch.

Met siwazh ez eo dija Brel klañv bras ha operet ez eo eus krign-bev ar skevent. diviz a ra neuze da vont betek ar Marquises. Daoust d'ar c'hleñved, e 1977 e teu en dro da bariz evit enrollañ un 33 tro diwezhañ. « Veux-tu que je te dise / Gémir n'est pas de mise / Aux Marquises » gant ar pozioù-se eus ar ganaouenn Les Marquisese e echu an albom .Dont a ra endro er Markiz goude an enrolladen-maña-raok ma vefe kaset en dro e Bro-C'hall e Gouere 1978 dre ma za war wasaat e c'hleñved. Mervel a raio d'an 9 a viz Here 1078 e hospital Bobigny Interet ez eo Jacques Brel e bered Atuona e Hiva Oa, en enezennoù Markiz e-kichen Paul Gaugin.

Pladennoù:


1953 : Single kentañ enrollet e Brusel : La foire / Il y a

1954 : Albom kentañ: Jacques Brel et ses chansons

1957 : Quand on n'a que l'amour, Heureux, Pardons, …

1958 : Je ne sais pas, Au printemps, …

1958 : Disque pour le magazine Marie-Claire hag intrudu ar Ginivelezh hag an aviel hervez Sant-Luk.

1959 : La valse à mille temps, Ne me quitte pas, Je t'aime, Isabelle, La mort, …

1961 : Marieke, Le moribond, …

1963 : Les Bigotes, Les Vieux, La Fanette, …

1964 : Jef, Les bonbons, Mathilde, Amsterdam…

1965 : Ces gens-là, Fernand, …

1967 : 67 comprenant Mon enfance, À jeun, …

1968 : Vesoul, L'éclusier, …

1970 : L'Homme de la Mancha

1972 : Nouveaux enregistrements de vieilles chansons

1977 : Les Marquises


Kanaouennoù brudetañ:

Quand on n'a que l'amour

Ne me quitte pas

Amsterdam

La valse à mille temps e 1963.

Madeleine

Les Bourgeois

Vesoul

La Chanson des vieux amants

Le Plat Pays

Les Singes

Rosa

Les Vieux

Mathilde

Les Flamandes

Les Bonbons

Orly

Ces gens-là

Filmoù:


1956 : La grande peur eus Aotrou Clément - metraj-berr - de Paul Dichens

1960 : Le panier à crabes eus Joseph Lisbona - (Nemet ar sonerez)

1960 : Le petit jour - metraj-berr - eus Jacques Pierre - (Nemet ar sonerez)

1963 : Un roi sans divertissement eus François Leterrier - ( sonerez gant -ar soner avec Maurice Jarre)

1967 : Les Risques du métier eus André Cayatte

1968 : Un idiot à Paris eus Serge Korber - (nemet ar ganaouennoù)

1968 : La Bande à Bonnot eus Philippe Fourastié

1969 : Mon oncle Benjamin eus Édouard Molinaro

1969 : Tintin et le temple du soleil - tresadenn-bev - eus Raymond Leblanc - (nemet ar ganaouenn)

1970 : Mont-Dragon eus Jean Valère

1971 : Les Assassins de l'ordre eus Marcel Carné

1971 : Franz (sevenidigezh)

1972 : L'aventure c'est l'aventure eus Claude Lelouch

1972 : Le Bar de la fourche eus Alain Levent

1973 : Le Far West (sevenidigezh)

1973 : L'Emmerdeur eus Édouard Molinaro

1974 : Jacques Brel est toujours vivant et il vit heureux à Paris eus Denis Héroux (diell) : Lui-même