David Bowie
Eus Wikipedia
David Bowie a zo ur c'haner saoz er sonerezh rock ganet e 1947 e X (Breizh-Veur).
Brudet adalek 1969 gant Space Oddity. Reuz a vo gantañ peogwir eo boaz d'en em wiskañ e-giz ur plac'h. E 1972 e vo brudetoc'h c'hoazh a-drugarez d'e strollad The Spiders From Mars hag ar bladenn Ziggy Stardust. Kenlabouret en deus gant : Iggy Pop, John Lennon, ar Rolling Stones... Deut eo a-benn da chom diouzh ar c'hiz c'hoazh, en ur implijout sonioù elektronek er bladenn Earthling (1997). Hervez ur sontadeg graet e miz Kerzu 2000 eo gwelet e-giz un arzour en deus bet ar brasañ levezon war sonerien rock ar bed.