Georges Brassens

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Georges Brassens e 1966

Georges Brassens a zo bet ganet d'an 22 a viz Here 1921, e Sète (Cette e veze skrivet) (Bro-C'hall) hag a zo tremenet d'an 29 a viz Here 1981 e Saint-Gély-du-Fesc (16 km e Norzh Montpellier). Un oberour-sonaozer-kaner gall hag ur barzh eus ar re wellañ ivez eo bet ha berzh a ra c'hoazh.

Buhez[kemmañ]

Ober a ra e studi e lise Sète, daoust paourentez e dud pa oa e dad ur mañsoner hag e dap e vachelouriezh goude studioù e skolaj Sète hag e lise Montpellier. Entanet eo gant ar varzhoniezh.
Mont a ra ur wech da Bariz e 1940 hag e teu di endro e 1942. Evit chom hep mont gant servij al labour rediet — an STO — e kav repu e ti ur vrezhonez, Jeanne Le Bonniec, 30 vloaz koshoc'h egetañ ha genidik eus Lannolon.
Homañ eo "La Jeanne" evel e rae eus e ostizez hag ez eus kaoz anezhi en div ganaouenn (La cane de Jeanne ha La Jeanne). Chom a raio en he zi ouzhpenn ugent vloaz (en Hent-Dall Florimont eus 1944 betek 1966).
Kaoz ez eus ivez eus madelezh pried Jeanne, Marcel Planche, en ur ganaouenn brudet-tre, l'Auvergnat.

E 1951 e teu da vezañ brudet-tre pa ra berzh e ganaouennoù e tavarnoù-kanañ Montmartre gant harp ar ganerez Patachou. Dre ar skingomz (radio) hag ar pladennoù e ya e vrud er bed galleger a-bezh hag eo bet troet e varzhonegoù-kanaouennoù gant Paco Ibañez e spagnoleg hag gant Visbor Narod e rusianeg.
Kanañ a ra e Bro-C'hall koulz hag e Bro Velgia ha e Kebek, met pep bloaz e kan e sal Bobino, er rue de le Gaîté e-kichen an Ti-gar Montparnasse, en Pariz.

Ur breton all en do laosket e verk e vuhez Brassens : Armand Robin. O daou e oant er memes is-strollad anarkour. Armand Robin a vanke dezhañ arc'hant atav, hag e gamarad, deuet pinvidik a-walc'h gant e ganaouennoù, en doa prestet arc'hant dezhañ. Met Robin oa aet d'an tu all hep reiñ gwenneg ebet en-dro. Memestra en doa kemeret Brassens un dra digantañ : e anv, rak implijet eo bet gantañ e-barzh ar ganaouenn Bécassine :

« C'est une espèce de robin,
N'ayant pas l'ombre d'un lopin... »

Brassens a oa deuet meur a wech da Vreizh, abaoe 1956 betek 1981. Prenet en doa un ti e Lezardrev, ha kroget e oa da zeskiñ brezhoneg.

E brezhoneg[kemmañ]

Un nebeudig eus e ganaouennoù zo bet lakaet e brezhoneg.

  • Son an disglavier. Un doare zo kanet gant Yvon Étienne[1], un doare all zo bet savet gant Mark Kerrain (Redek a rin keit, Sav-Heol, 2013).
  • Ar vrud fall [2]. Un doare all zo bet savet gant Mark Kerrain (Redek a rin keit, Sav-Heol, 2013).
  • Mignoned da viken [3], Paotr an Naoned, Ur plac'hig koant, Ma mestrezig, ha re all, gant Mark Kerrain, e-barzh Redek a rin keit, Sav-Heol, 2013.

Notennoù[kemmañ]

  1. "An disglavierig", kanet gant Yvon Étienne
  2. Brassens e brezhoneg e Sant-Brieg
  3. [http://fr.groups.yahoo.com/group/bebr/message/694%7C savet gant Mark Kerrain