Paco Ibáñez
Eus Wikipedia
Paco Ibáñez, ganet d'an 20 a viz Du 1934 e València, a-raok Brezel Spagn eta, zo ur c'haner spagnolek a gan barzhoniezh spagnolek en ur seniñ gitar.
Taolenn |
E vuhez [kemmañ]
E 1952, e-kreiz diktatouriezh Franco ez eas da chom da Vro-C'hall. E 1964 e reas e bladenn gentañ. E miz Mae 1968 e kanas er Sorbonne, skol-veur goshañ Pariz, ha diwar neuze e voe brudet evel arzour e-maez ar sistem.
Barzhonegoù Federico García Lorca, Rafael Alberti pe Miguel Hernández eo a gan dreist-holl. Hag ivez kanaouennoù Georges Brassens lakaet e spagnoleg.
E bladennoù [kemmañ]
- Paco Ibanez Vol.1(1964)
- Paco Ibanez Vol.2(1967)
- Paco Ibanez Vol.3(1969)
- A Flor de Tiempo(1978)
- Canta a Brassens(1979)
- Por Una Cancion (1990)
- Oroitzen(1999)
- Canta a Jose A Goytisolo(2002)
- Fue Ayer(2003)
Diwar al leurenn [kemmañ]
- En el Olympia(1969)
- A galopar(1991)