Brezel Spagn
| Brezel Spagn | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
Poloniz eus ar Brigadennoù etrebroadel |
|||||||
|
|||||||
| Emgannerien | |||||||
| Republikaned sikouret gant gouarnamantoù emren Galiza, Bro-Vask, Katalonia, hag URSS hag ar Brigadennoù etrebroadel | Broadelourien sikouret gant Alamagn nazi ha Rouantelezh Italia | ||||||
| Tud lazhet | |||||||
| Etre 380 000 ha 451 000 | |||||||
Brezel Spagn (anvet ivez Brezel diabarzh Spagn pe a-wechoù Dispac'h Spagn) a voe ur brezel-diabarzh e Spagn pa emsavas ar vroadelourien hag an tu dehoù e Spagn, harpet gant un darn eus an arme, a-enep gouarnamant an Eil Republik Spagnol, a oa skoret gant an tu kleiz ha gouarnamantoù emren Galiza, Euskadi, ha Katalonia. Kregiñ a reas d'ar 17 a viz Gouere 1936 hag echuiñ a reas d'ar 1añ a viz Ebrel 1939. Trec'h e voe ar vroadelourien, ha neuze e krogas diktatouriezh ar jeneral Francisco Franco a chomas e penn Spagn betek e varv e 1975.
Darvoud istorel pennañ an XXvet kantved e Spagn eo Brezel-diabarzh Spagn, gantañ e vo gwashaet an enebiezhioù kevredigezhel politikel, ekonomikel, sevenadurel) a oa e Spagn abaoe meur a vloaz.
Taolenn |
A-raok ar brezel [kemmañ]
Pa voe embannet an Eil republik e 1931 ez eas an traoù war washaat. Gwasket e voe an dud goude an emsavadeg a voe en Asturies e 1934, ha reuz a savas ivez e 1936 goude trec'h Talbenn ar Bobl (Frente Popular) en dilennadegoù.
Deroù [kemmañ]
D'ar 17 a viz Gouere 1936 en em savas an arme e Melilla, e Marokko, ha tamm ha tamm e kazarnioù arall. Neuze e krogas ur brezel dic'hortoz, hir ha drastus. E tiriadoù zo hag a oa dalc'het gant ar Republikaned e voe ivez un dispac'h sokial : kenberc'hennet e voe an douaroù hag al labouradegoù, hag an anarkourien a glaskas arnodiñ aozadur sokialour ar gevredigezh.
Red an darvoudoù [kemmañ]
1936 [kemmañ]
- 16 a viz C'hwevrer : Trec'h ar Frente Popular en dilennadegoù.
- 17 a viz Gouere ha 18 a viz Gouere
- Taol arme kaset gant Franco, Mola ha Queipo de Llano; dindan o dalc'h emañ arme Afrika er Maroko Spagnol, Sevilla, Cádiz, Cordoba, Algeciras , Iruñea , Valladolid, Burgos.
- Ar C'hentañ ministr, Santiago Casares Quiroga e anv, a ro e zilez.
- 19 a viz Gouere
- 20 a viz Gouere
- C'hwitadenn emsavadeg ar vroadelourien e Madrid hag e Barcelona.
- Ar jeneral José Sanjurjo, hag a oa unan eus aozerien an taol-arme, a varv eabalamour d'ur gwallzarvoud karr-nij.
- 23 a viz Gouere : pennoù-bras ar junt staliet e Burgos.
- 24 a viz Gouere : Republikaned Spagn sikouret gant gouarnamant Frañs.
- 30 a viz Gouere : Kirri-nij alaman hag italian kaset da Spagn, da gas ar soudarded vroadelour eus Maroko da strizh-mor Gibraltar.
- 1añ a viz Eost : Léon Blum a ginnig ma ne vo graet netra e Spagn.
- 4 a viz Eost : Arme Afrika a loc'h eus Sevilla hag ez a war-raok
- 8 a viz Eost : Serret an harzoù etre Frañs ha Spagn.
- 14 a viz Eost : Tapet Badajoz gant ar c'horonal Juan Yagüe : takad norzh ha takad su ar vroadelourien staget.
- 18 a viz Eost - 19 a viz Eost : Federico Garcia Lorca fuzuilhet e Granada, pa oa 38 vloaz.
- 4 a viz Gwengolo : Irún tapet gant ar vroadelourien.
- 5 a viz Gwengolo : Largo Caballero lakaet da gentañ ministr.
- 9 a viz Gwengolo : Kuzuliadeg Londrez diwar-benn nann-emellout e aferioù Spagn.
- 27 a viz Gwengolo : Arme ar vroadelourien a zo e Toledo, ha fin da seziz an Alcazar gant ar republikaned. Eno e oa en em gaeet ar c'horonal José Moscardó abaoe 22 a viz Gouere.
- E miz Gwengolo : Komintern a sav a-du gant aozañ ar Brigadennoù etrebroadel e Spagn.
- 1añ a viz Here
- Ar jeneral Francisco Franco anvet e penn ar gouarnamant broadel gant izili junt Burgos.
- Emrenerezh votet en Euskadi.
- 22 a viz Here : Aotreet krouiñ ar Brigadennoù etrebroadel gant ar gouarnamant republikan.
- 4 a viz Du : izili eus CNT e gouarnamant Caballero.
- 7 a viz Du : Penn-kentañ argad ar vroadelourien e Madrid.
- 18 a viz Du : Ar gouarnamant broadelour a zo anavezet ez-ofisiel gant Italia Mussolini ha gant an Alamagn nazi.
- 23 a viz Du : Echu emgann Madrid, Franco a ziviz chom hep tagañ Madrid war-eeun : c'hwitadenn argadenn ar vroadelourien.
- 17 a viz Kerzu : Er Pravda e lenner ez eo «kroget skarzhañ an anarkourien-sindikalourien hag an drotskourien» e Katalonia. Gant tud kaset gant Stalin ez eo graet al labour.
1937 [kemmañ]
- 6 a viz C'hwevrer-28 a viz C'hwevrer : C'hwitadenn agardenn ar vroadelourien e Madrid (emgann Jarama).
- 8 a viz C'hwevrer : Malaga tapet gant soudarded italian.
- 8 a viz Meurzh : Emgann Guadalajara, difenn an Italaniaed e takad Madrid (8-18 a viz Meurzh).
- 18 a viz Meurzh : Broadelourien gronnet e Guadalajara
- 19 a viz Meurzh : Ar jeneral Mola a grog gant un argadenn en norzh.
- 19 a viz Ebrel : Dektred a laka ar Falanks da strollad politikel nemetañ an takad broadelour.
- 26 a viz Ebrel : Bombezadeg Gernika-Lumo, en Euskadi gant kirri-nij alaman Lejion Condor, 1500 den lazhet.
- 3 a viz Mae : Peurflastret stourmerien anarkour ha marksour Barcelona gant ar Stad republikan, Komintern ha Strollad komunour Spagn, hag a sav a-enep an dispac'h war zigarez derc'hel d'an talbenn pobl enefaskour. Distriv anarkourien ar gouarnamant, faezhegezh pennoù-bras POUM.
- 17 a viz Mae : Aozet gouarnamant Negrín en takad republikan.
- 3 a viz Even : Marv ar jeneral broadelour Emilio Mola en ur gwallzarvoud karr-nij.
- 16 a viz Even-17 a viz Even : POUM lakaet e-maez lezenn en takad republikan, pennoù-bras ar strollad harzet.
- 19 a viz Even : Bilbo tapet gant ar vroadelourien.
- 5 a viz Gouere-26 a viz Gouere : Taol distroadenn an arme republikan e-pad emgann Brunete, e-kichen Madrid.
- Miz Eost : unvezhioù arme komunour a laka un termen da genberc'hennañ an douaroù en Aragón.
- 24 a viz Eost-27 a viz Gwengolo : Eil taol distroadenn gant ar republikaned e-pad emgann Belchite en Aragón .
- 21 a viz Here : Enkloazadurioù republikan an tiriad atlantel tapet gant ar vroadelourien. Gijon tapet, fin ar brezel en norzh.
- 28 a viz Here : Gouarnamant republikan kaset da Varcelona
- 5 a viz Kerzu : Argadenn republikan e Teruel
- 19 a viz Kerzu : Teruel tapet gant ar republikaned.
1938 [kemmañ]
- 8 a viz Genver : Teruel tapet gant ar Republikaned.
- 1añ a viz C'hwevrer : savet gouarnamant kentañ Franco.
- 22 a viz C'hwevrer : Teruel tapet en-dro gant ar Vroadelourien.
- 13 a viz Meurzh : Addigoret harzoù Frañs, da aesaat an treuzkas armoù d'ar republikaned.
- 17 a viz Meurzh-19 a viz Meurzh : Barcelona (dalc'h ar republikaned) bombezennet gant an Italianed.
- 5 a viz Ebrel : Ar ministr sokialour Indalecio Prieto a zilez ministrerezh an difenn, n'eo ket deuet a-benn da dalañ ouzh levezon ar gomunisted en arme.
- 15 a viz Ebrel : Mor kreizdouar tizhet gant arme ar vroadelourien : takad republikan troc'het e div lodenn.
- Miz Even : serret en-dro an harzoù etre Frañs ha Spagn.
- 24 a viz Gouere : Diwezhañ argadenn republikan en Ebro.
- Miz Eost : Enkadenn e-touez ar republikaned : trede gouarnamant Negrin.
- Miz Here : Ar Brigadennoù etrebroadel a za kuit eus Spagn.
- 30 a viz Here : Enebargad broadelour en Ebro.
- 16 a viz Du : republikaned kaset da du all ar stêr Ebre.
- 23 a viz Kerzu : Penn-kentañ an argadenn vroadelour e Katalonia.
1939 [kemmañ]
- 15 a viz Genver : Aotreet en-dro an treuzkas armoù da Spagn (republikan) gant gouarnamant Frañs.
- 26 a viz Genver : Barcelona ha Katalonia tapet gant ar vroadelourien. 450 000 repuad spagnol a za da Frañs, bac'het int e kampoù-kreizennañ.
- 5 a viz C'hwevrer : Katalonia peuraloubet gant ar vroadelourien (5-10 a viz C'hwevrer).
- 25 a viz C'hwevrer : Emglevioù Bérard-Jordana sinet etre gouarnamant Frañs ha gouarnamant broadelour Spagn.
- 27 a viz C'hwevrer : Anavezet gouarnamant Franco gant Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet.
- 28 a viz C'hwevrer : Azaña a ro e zilez.
- 5 a viz Meurzh : Taol-arme e diabarzh an tu republikan gant ar c'horonal Casado e Madrid (5-10 a viz Meurzh).
- 6 a viz Meurzh : Tec'hadenn ar prezidant Negrin ha lod brasaañ ar pennoù-bras komunour.
- 26 a viz Meurzh : Penn-kentañ daskor an arme republikan.
- 26 a viz Meurzh : Argadenn ziwezhañ arme Franco : daskor an armeoù republikan, Madrid tapet gant ar vroadelourien.
- 1añ a viz Ebrel : Skignet último parte Franco e Burgos : kemennadenn da embann ez eo bet tizhet he falioù gant an arme vroadelour, hag ez eo echu ar brezel.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- La Cucaracha : kanaouennoù, deiziadoù hag istor Brezel Spagn
- Souvenirs de la guerre d'Espagne, gant Antoine Gimenez, bet ezel eus Steudad Durruti
- Espagne au Cœur : 2vet Republik, brezel, stourm, harlu
- Tammoù prezegennoù ha lizheroù diwar-benn Brezel Spagn
- Skritelloù
- Kanaouennoù Brezel Spagn
- No Pasaran 36