Guadalajara (Spagn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iliz-veur Santa María e Guadalajara

Guadalajara zo ur gêr eus Spagn, e Kastilha-La Mancha, ha kêrbenn proviñs Guadalajara.

En amzer an Arabed e oa «madīnat al-Faray», hervez ur skrid eus an Xvet kantved, gant Ahmad al-Razi, hogen n'eo ket sklaer ar ster, martreze «kêr Faray», rak diazezet e vefe bet kêr gant Faray, mab da Salim, diazezer Medinaceli (madīnat al-Sālim), diskennad eus Masmuda; lavaret ez eus bet ivez e oa ret kompren «faray» evel «mirador» pe «farallón», reier uhel ma weler da bell.