Mark Kerrain

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mark Kerrain
Mark Kerrain
Mark Kerrain, e miz Gouere 2009
Obererezh Yezhadurour
Saver danvez-kelenn
Troer (levrioù evit ar vugale, romantoù, danevelloù)
Ganedigezh e 1952
e Runan, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù gant troidigezhioù :

Mark Kerrain, zo bet ganet e Runan (Bro-Dreger) d'an 19 a viz Du 1952. Kelenn a ra brezhoneg er skol-noz e Roazhon abaoe 1969 : da gentañ e voe gant Skol an Emsav e-pad un 20 vloaz bennak, ha goude gant Sav-Heol. Unan eus paotred skipailh Yod-Kerc'h eo bet, evel un toullad studierien er bloavezhioù 1970. Bet eo e-touez saverien Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg e 1980 gant Tudual Kalvez ha Jean-Claude Morvan ha Beatris Jouin. Kelenner brezhoneg eo e Skol-veur Breizh-Uhel goude bezañ bet pell amzer o vont a lise da lise. Skrivet en deus meur a bennad e-barzh Al Liamm ha Bremañ, troet danevelloù, savet un nebeud kontadennoù hag un toulladig kanaouennoù, darn anezho evit ar vugale, hag aozet danvez-kelenn.

Taolenn

[kemmañ] Labourioù treiñ

Troet en deus diwar ar galleg, ar saozneg, ar spagnoleg pe ar galizeg dreist-holl, ha Priz Langleiz en deus bet evit e labour-treiñ.

[kemmañ] Levrioù evit ar vugale

[kemmañ] Romantoù

Daou romant troet gantañ zo bet embannet :

[kemmañ] Danevelloù

[kemmañ] Barzhonegoù

Barzhonegoù gant Charles Baudelaire, Jules Laforgue, Manuel María, embannet er gelaouenn Al Liamm.

[kemmañ] Skridoù all

Embannet en deus

  • un nebeud danevelloù dindan e anv pe anvioù-pluennoù (Sacha Bounta, Joran ar Grug) e-barzh Al Liamm ha div zanevell en dastumad Kaoteriad, kenembannet gant Alan Botrel
  • un nebeud kanaouennoù, evel Son ar studier el levr Kan an Drask, Ma c'hi ha ma c'hazh, kanet gant Roudot.

[kemmañ] Danvez-kelenn

  • Tri levrig danevelloù aes evit deskarded
    • Erwan Lagadeg, embannet gant TES
    • Ur voutailh war an traezh, Sav-Heol. Div gontadenn el levrig zo bet savet gant Romuald Texier.
    • Naoned Senegal

[kemmañ] Geriaouegoù

  • Teurel Blaz war ar yezh, geriaoueg divyezhek an troioù-lavar brezhonek, Sav-Heol 2005.
  • Liv an amzer, geriaoueg an amzer, Sav-Heol

[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all