The Beatles

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


The Beatles a oa ur strollad sonerezh pop ha rock eus Liverpool (Breizh-Veur). Meur a rekord gwerzhañ pladennoù en deus tapet, ha tizhet en deus kentañ plas war rolloù an hitoù ouzhpenn 50 gwech (20 gwech er Stadoù-Unanet). Lod a lavar ez eo bet ar fakt pouezusañ e sonerezh an 20vet kantved. Hervez embanner pladennoù EMI records, e vije bet gwerzhet ganto 1 miliard a bladennoù d'an nebeutañ. Sell ouzh : [1].
Ar c'hanaouennoù savet gant ar Beatles a ziskouez meur a stil : kanaouennoù a-boz, blues, heavy metal, reggae, sonerezh psychedelic. Digoret o deus an hent evit sonerezhioù nevez.

Ar strollad, lesanvet "The Fab Four" (ar Pevar Dreist), e oa e izili John Lennon (1940 - 1980), (James) Paul McCartney (g. 1942), George Harrison (1943 - 2001) ha Ringo Starr (Richard Starkey, ganet e 1940). Lennon ha McCartney o deus savet an darn-vrasañ eus ar c'hanaouennoù ; un nebeud reoù all zo bet savet gant Harrison. Evel ar produer er bloavezhioù kentañ, George Martin en deus harpet anezho evit ober berzh. Ul levezon vras en deus bet war emdroad o doare-seniñ.

[kemmañ] Pladennoù

[kemmañ] Pennadoù kar

[kemmañ] Lennadurezh

  • Coleman, Ray (1989). Brian Epstein: The Man Who Made The Beatles. Viking. ISBN 0-670-81474-1. 
  • Coleman, Ray (1984). Lennon: The Definitive Biography. New York: Pan Books. ISBN 0-060-98608-5. 
  • Lewisohn, Mark (1992). The Complete Beatles Recording Sessions: The Official Story of the Abbey Road Years. Hamlyn. ISBN 0-681-03189-1. 
  • Lewisohn, Mark (1996). The Complete Beatles Chronicle. Chronicle Press. ISBN 1-85152-975-6. 
  • Miles, Barry (1998). Paul McCartney. Many Years From Now. Vintage-Random House. ISBN 0-749-38658-4. 
  • O'Brien, Ray (2001). There are Places I'll Remember. London: Ray O'Brien. ISBN 0-954-44730-1. 
  • Pedler, Dominic (2003). The Songwriting Secrets of The Beatles. Omnibus Press. ISBN 0-7119-8167-1. 
  • Turner, Steve (1994). A Hard Day's Write: The Stories Behind Every Beatles' Song. Harper. ISBN 0-06-095065-X.