Merzher

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur merzher zo un den a varv evit e gredennoù relijiel, evel a zo c'hoarvezet e deroù istor ar gristeniezh.


A-wechoù e vez lavaret eus un den a zo marvet evit un dra bennak all, evit e vro pe kredennoù politikel. Ar verzherinti a vez lavaret eus ar marv-se.


Istor[kemmañ]

Merzher a zo tost d'ar ger gresian martyr (stumm kozh : marty o talvezout test). Implijet e veze en Azia minor dindan ar stumm martyriai (testenioù) evit lakaat da embann anvioù ar begennoù a roe harp d'ar geoded. Lennet e veze an anvioù ez-publik ha kaset e veze anezho dre skrid d'ar pennoù bras. Diwar an embannoù-se e kemeras ar gristenien ar ger evit ar merzherinti hag evit ar verzherien. Danevelloù barnedigezh hag o lazhadennoù a veze gwelet evel testenioù roet evit kanañ gloar d'ar relijion nevez.

Kristeniezh[kemmañ]

E-pad an trede kantvedoù kentañ e veze kroazstaget ar gristenien koulz hag ar vac'hidi politikel hag a-wechoù e veze roet da zebriñ d'al loened gouez er sirk. An holl anezho a zo bet anavezet gant an ilizoù kristen kentañ evel merzherien ha sent.
Tertulllian (2il kantved) a skrivas : sanguis martyrum, semen christianorum (had ar gristenien eo gwad ar verzherien).

Islam[kemmañ]

E arabeg e kaver ar ger shahid o talvezout test koulz ha merzher. Ne gaver ket an termen er c'hKoran, met en Hadith (teskad komzoù Mohammed). Ar verzherez gentañ a zo bet Soumaya bent Khabbab, ur vaouez kozh lazhet gant keodederien Mekka o delc'her evit al liesdoueadegezh.
Darn ar vuzulmaned, ar Chiited, a lid memor ar shahid Hussein ben Ali a oa lazhet e emgann Kerbala pa yae da vrezeliñ ouzh an eil kalif omeyad, Yazid Iañ. Pep bloaz e vez lidet eñvor ar darvoud e-pad gouel an Achoura pa ya ar Chiited er straedoù o huanadiñ hag o stekiñ ouzh o vruched.

Pennad kar[kemmañ]