Mohammed

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Mohammed (محمد en arabeg, Muḥammad) (Mekka 571, Medina 632) eo diazezer an Islam, hag evit ar vuzulmaned ez eo profed diwezhañ o doue, Allah.


Taolenn

[kemmañ] Yaouankiz

Ganet e voe Mohammed e Mekka e 570 pe 571 e meuriad ar gKoraichied.

Mab dalif e oa hag e vamm a varvas pa oa 6 vloaz. Savet e voe neuze gant e dad-kozh Abdel Mottalib ha goude gant e eontr Abou Talib.

Mesaer deñved ha bleiner karavanennoù e voe Mohammed a-raok mont da labourat evit Khadidja, un intañvez pinvidik a euredas ganti nebeut goude, da 25 bloaz. Keit ha ma vevas Khadidja ne zimezas Mohammed gant maouez all ebet.

[kemmañ] Gwelidigezh

Mougev Hira

Bep bloaz e oa boaz Mohammed da vont da brederiañ ur mizvezh-pad en ur vougev war dorgenn Hira, e-kichen Mekka. Eno e klevas ur vouezh a c'hourc'hemenne dezhañ da gomz en anv e grouer. Gwelet a reas ivez an arc'hael Gabriel a lavaras dezhañ meur a wech "Dibun".

Dre ma ne dave ket ar mouezhioù ha kendrec'het gant e wreg ec'h eas da brezegiñ dirak Mekkiz (e 611). Ne reas ket berzh avat hag ouzhpenn d'e wreg ne zeuas a-benn da c'hounit d'e feiz nemet e genderv Ali, mab Abou Talib. Goude-se e voe kendrec'het Said, advabet gantañ hag Abou Bakr, mignon ha kar dezhañ.

Tamm-ha-tamm e kreskas an dud tro-dro dezhañ, sklaved ha tud paour an darn vrasañ anezho. War an tu all e kreskas ivez e enebourien, uhelidi ha marc'hadourien binvidik, direnket gant e c'hoant da cheñch ar gevredigezh hag e rebechoù ouzh azeulerezh an idoloù.

E 615 e oa deuet da vezañ galloudus a-walc'h evit lakaat ar gKoraiched da gaout aon rak e levezon. 83 familh a-douez diskibled Mohammed a voe skarzhet neuze diouzh Mekka, spi gant ar vrientinien da ziskar evel-se ar gevredigezh nevez. En aner e voe kar kenderc'hel a reas e bartizaned da greskiñ. D'ar mare-se eo e teuas Omar da vezañ e ziskibl.

Dre ma tremene an amzer e voe kendrec'het Mohammed n'hallfe ket mont war-raok en abeg da atahinerezh an uhelidi. Mont a reas e darempred gant meuriadoù ha kêrioù all el ledenez. Un emglev a gavas gant annezidi Yathrib hag a asantas sentiñ ouzh e c'hourc'hemennoù ha paouez gant an idolatriezh.

D'ar 24 a viz Gwengolo 622 e kuitaas Mohammed Mekka : an Hejir a vez graet eus an divroadur-se. Ha penn kentañ an deiziadur muzulmat eo an deiziad-se.

[kemmañ] Medina

Gounezet e voe tud Yathrib d'an islam ha cheñchet e voe anv kêr e Medina (Madinat an-Nabi, Kêr ar profed en arabeg).

Mohammed a oa neuze e penn ur relijion nevez koulz hag e penn ur gêr. E plas ur gevredigezh aozet diwar sistem ar meuriadoù e savas an Omma : kevredigezh ar feizidi.

M'en doa c'hoant Mohammed da astenn e gredennoù hag e levezon e oa ret dezhañ brezeliñ ouzh Mekkaiz. Un nebeud mizioù goude an Hidjra e voe taget ur garavanenn a yae da vMekka gant muzulmaned. Daoust ma oa dister an trec'h-se e voe kalonekaet tud Mohammed en o feiz gantañ.

E bloavezh 2 an Hidjra e klaskjont en-dro argadiñ ur garavanenn met sikour a zeuas eus Mekka evit ar varc'hadourien hag ur gwir emgann a voe etre 1.000 Mekkad ha 300 muzulman : Emgann Badr. Ur wech ouzhpenn e voe trec'h ar vuzulmaned.

Pa gendalc'he an emgannoù etre Medina ha Mekka e plede Mohammed ouzh kudennoù diabarzh e gêr. Pa welas n'hallfe ket gounit yuzevien Medina d'e feiz e skarzhas o familhoù. Ar Banou-Koraiza, ar familh yuzev pennañ e Medina, a voe lazhet he gwazed ha gwerzhet maouezed ha bugale evel sklaved.

Levezon Mohammed a greske el ledenez. Meuriadoù an dezerzh a zeuas da anavezet anezhañ evel penn Arabia. Uhelidi zo eus Mekka a reas kement all.

[kemmañ] Aloubidigezh Mekka

E bloavezh 8 an Hidjra (war-dro miz Genver 630) ec'h eas tre e Mekka digudenn. Distrujañ a reas an idoloù en templ ha touchañ ar maen du en ur huchal Allah akbar (An hini brasañ eo Allah).

Diwar-se e teuas holl veuriadoù ledenez Arabia da douañ le da vMohammed. Ha pa oa unanet al ledenez en Omma e oa tu hiviziken da soñjal strewiñ an islam en diavaez eus Arabia.

D'an 8 a viz Even 632 e varvas Mohammed e Medina.