Impalaeriezh Voghol

Eus Wikipedia
An Impalaeriezh Voghol hag he harzoù er XVIvet hag er XVIIvet kantved.
India er XVIIvet kantved.

An Impalaeriezh Voghol pe Impalaeriezh Vogol (Babür İmparatorluğu en Turkeg, مغلیہ سلطنت, Muġalīh Sulṭanat en ourdoueg) en em astenne war un darn vat eus Indez etre deroù an XVIvet kantved ha kreiz an XIXvet kantved.

Genidik e oa hendadoù tierniezh an impalaerien eus kreiz Azia. Babur, un diskennad da Jengis Khan, e voe an impalaer kentañ. E 1526 e voe trec'h Babur war sultan diwezhañ Sultanelezh Delhi, Ibrahim Shah Lodi, en Emgann kentañ Panipat. War-lerc'h Babur e teuas e vab Humayun e 1530, hogen kollet e voe gant hennezh kalz eus an douaroù a oa bet aloubet gant e dad. Tizhet e voe he ment vrasañ gant an Impalaeriezh dindan ren mab Humayun, Akbar Veur, a bignas war an tron e 1556. War e lerc’h e voe e vab Jahangir (16051627) ha goude-se Shah Jahan, a savas an Taj Mahal en Agra, evel bez d’e wreg, Mumtaz Mahal.

Goude marv Aurangzeb e 1707 e krogas diskar an Impalaeriezh, daoust ma padas ur c’hantved hanter c’hoazh. An impalaer diwezhañ, Bahadur Shah II, ne chome mui nemet kêr Delhi en e zalc'h, e gwirionez, pa oa ar peurrest eus ar vro e dalc’h Breizh-Veur mui pe vui. Goude Emsavadeg ar Sipaied e 1857 e voe tennet e garg digant Bahadur Shah gant ar Saozon, harluet e voe diouzh e vro ha kaset da Virmania.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.