Al-Qaida

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Al-Qaeda)
Al-Qaida
terrorist organization, aozadur armet
Deiziad krouiñ1988 Kemmañ
Anv er yezh a orinالقاعدة Kemmañ
Treuzskrivadur APIəlˈqaːʕɪda Kemmañ
Designated as terrorist byStadoù-Unanet, Rusia Kemmañ
BrezelAfghan conflict, insurgency in Khyber Pakhtunkhwa Kemmañ
Anvet diwarJihad Kemmañ
DiazezerOusama ben Laden Kemmañ
Office held by head of the organizationGeneral Emir of Al-Qaeda Kemmañ
PrezidantAyman al-Zawahiri, Ousama ben Laden Kemmañ
Bro orinAfghanistan Kemmañ
Darvoud-alc'hwez1998 United States embassy bombings, 2000 millennium attack plots, Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 Kemmañ
Awenet gantSayyid Qutb Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Al-Qaeda members Kemmañ
Banniel an DJihad implijet gant skourrioù disheñvel an aozadur

Al-Qaida (arabeg al-Qā'ida, « an Diazez ») a zo ul luskad islamour savet gant ar cheikh Abdullah Yusuf Azzam hag e ziskibl Ousama Bin Ladin e 1988. Dre ar sponterezh e klask lakaat e soñjoù da vont war-raok, hag an taol pennañ kaset da benn gantañ eo Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 a-enep ar World Trade Center e New York e miz Gwengolo 2001.

Goude marv Ousama ben Laden e 2011, an aozadur a zo bet suj d'ab ejipsian Ayman al-Zawahiri.

Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennaenn Al-Qaida a zo krezennadur an urzhioù, padal e vez aotreet frankiz a-fed oberiantizoù. Goude mare ar War on Terror, pennoù meur an aozadur Al-Qaida a zo bet troc'het diouzh an izili all. Evit talañ ouzh ar gudenn arvarus-se eo bet digreizennet ar c'huzul-meur. Lakaet eo bet da dalvezout un aozadur nevez diazezet war rann-vroioù meret gant strolladoù al-Qaida. Evit darn arbennigourien ar sponterezh n'eo ket gwir ez eo mestr pennoù an aozadur war an holl izili hag an holl liveoù urzhiañ. Bin Laden a oa ur mestr evit ar mennozhioù hag an embann anezho war-zu ar vuzulmaned all troet d'ar feulster a-raok ma vefe lazhet. Evit an arbennigourien ez eo bet rannet al-Qaida e meur a skourr lec'hel, hag ar strolladoù-se n'int ket liammet kement-se kenetrezo.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.