Mehmet IV

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mehmet IV

Mehmet IV pe Mehmet ar Chaseour, ganet d'an 2 a viz Genver 1642, a voe naontekvet sultan an impalaeriezh otoman.

Mab e oa da Ibrahim I ha da Turhan Sultan.

Ren a reas eus 1648 betek 1687, da lâret eo ar ren hirañ goude hini Suleyman ar Meurdezus.

Yaouankiz[kemmañ]

Penn kentañ e ren a voe ur prantad dizurzh. Meret e veze ar vro gant e vamm-gozh, Kösem Sultan hag e vamm. Kevezerezh a greskas etre an div vaouez betek ma voe dizoloet un irienn savet gant Kösem Sultan evit distroadañ Mehmet IV. Tud Turhan Sultan a lazhas neuze mamm-gozh ar sultan (1651).

Ren[kemmañ]

Dindan ren Mehmet IV e kendalc'has diskar an impalaeriezh.

E 1656 e voe trec'het an Otomaned gant Venezia dirak strizh-mor an Dardanelloù. Kollet e voe an inizi Bozcaada ha Limni ha panik a savas en Istanbuliz.

Goude meur a emgann kollet a-enep da Aostria, Venezia ha Pologn e voe distroadet Mehmet IV gant an arme d'an 8 a viz Du 1687 ha lakaet e vreur Suleyman da ren en e blas.

Mehmet IV a varvas d'ar 6 a viz Genver 1693 en Edirne. Sebezet e voe er Voskeenn Nevez (Yeni Camii), ur voskeenn a oa bet boulc'het e 1597 diwar urzh gwreg Murat III ha peursavet e 1663.

Yeni Camii (Ar voskeenn nevez), digoret e 1663




En e raok:
Ibrahim I
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
16481687
War e lerc'h:
Süleyman II