Murat III

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Murat III

Murat III, ganet d'ar 4 a viz Gouere 1546, a voe daouzekvet sultan an impalaeriezh otoman.

Mab henañ e oa da Selim II ha da Nurbanu Sultan.

Mervel a reas Murat III d'ar 16 a viz Genver 1595.

Yaouankiz[kemmañ]

Deskiñ a reas arabeg ha perseg ha gouarnour Manisa e voe e-pad ren e dad.

D'an 22 a viz Kerzu 1574, ur sizhun goude marv Selim II, e lazhas e 5 breur.

Ren[kemmañ]

Ren a reas Murat III eus 1574 betek 1595.

Evel dindan ren Selim II e c'hoarias Mehmed pacha Sokollu, ar vizir bras, ur roll a-bouez er gouarnamant betek e varv e 1579.

Maroko, al lodenn nemeti eus Norzhafrika na oa ket c'hoazh dindan beli am impalaeriezh otoman, a voe kemeret e 1578 gant Ramazan Pacha digant ar Bortugiz.

Dindan e ren e kendalc'has ar brezelioù ouzh Aostria hag Iran.

Genealogiezh[kemmañ]

War-dro 100 bugel en dije bet Murat III. En o zouez, Mehmed a hini eo a renas war e lerc'h.




En e raok:
Selim II
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
15741595
War e lerc'h:
Mehmet III