Mohamed Boudiaf

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Mohamed Boudiaf

Mohamed Boudiaf Kheireddine ( arabeg: محمد بوضياف), lesanvet Si Tayeb el Watani, a zo bet ganet d'an 23 a viz Even 1919 en Ouled Madi, e wilaya M'Sila en Aljeria ha marvet d'an 23 a viz Even 1992 en Annaba (Aljeria). Bez' ez eo ur brogarour aljerian hag unan eus pennoù an Dispac'h Aljerian, politikour ha den-Stad.

Goude bezañ graet e studioù e M'Sila e teuas da gaout ur post melestradurel. Bet eo bet adjudant en arme c'hall e 1942 e-pad an Eil Brezel-bed. Goude emgann Setif e 1945, en emouestlas e-barzh al luskad broadelour aljerian hag er PPA-Parti Populaire Algérien, Strollad Poblek Aljeria da c'houde. Kemer a reas perzh e krouidigezh an OS-Organisation spéciale, brank armet sekred an MTLD. An OS a zo bet difoeltret gant ar polis gall e 1950, barnet e voent ha kondaonet evit o oberiantiz stourm.

E 1952 ez eas da Frañs kaset gant an MTLD-Mouvement pour le Triomphe des Libertés Démocratiques e-lec'h e stourm evit kumuniezh tud divroet Aljeria hag e tistro d’e vro e 1954.

E 1954, o doa krouet, eñ hag eizh den all, an FLN evit dizalc'hidigezh Alj eria dre ar stourm armet. Dont a reas da vezañ presidant ar CRUA-Comité Révolutionnaire d'Unité et d'Action, met ar c’h-CRUA ne bado ket pell.

D'ar 1an a viz Du 1954 e krogas ar brezel dre ma oa bet raktreset en deiz-se gant an FLN. Harzet e oa bet Mohamed Boudiaf ha tud all eus an FLN gant an arme c'hall d'an 22 a viz Here 1956.

D'an 19 a viz Du 1958 e teuas da vezañ ministr er gouarnamant. Echuiñ e reas gant se d'an 9 a viz Eost evit dont da vezañ is-prezidant da c'houde betek an 22 a viz Gouere 1962.

Marvet eo d’an oad a 73 vloaz, d'an 29 a viz Mezheven 1992 en Annaba.


D'ar 14 a viz Genver 1992, goude dilez ar C'hadoriad Chadli Bendjedid, e oa galvet Mohamed Boudiaf da vout Kadoriad Komite Uhel ar Stad. Drouklazhet e oa bet d'an 23 a viz Even 1992.73 vloaz e oa.

Oberenn skrivet[kemmañ]

  • (fr), Mohamed Boudiaf, Où va l'Algérie ? (Essai) , Éditions de l'Étoile, Pariz, 1964 .