23 Mezheven
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù[kemmañ]
- 1314 : deroù Emgann Bannockburn e Bro-Skos, m’eo trec’h nerzhioù Bro-Skos war armeoù Bro-Saoz.
- 1713 : trevadennerien c’hallek Akadia a zo roet bloaz dezho evit dibab etre touiñ fealded da Vreizh-Veur pe kuitaat ar vro.
- 1956 : Gamal Abdel Nasser a zo dilennet da brezidant en Ejipt.
- 1974 : krouidigezh Kanton Jura evel ur c’hanton anezhañ e-unan e Suis.
- 1990 : dizalc’hiezh Moldavia.
Sportoù[kemmañ]
- 1894 : krouet eo ar Poellgor etrebroadel olimpek e Pariz, war atiz ar Gall Pierre de Coubertin, evit sevel ar C'hoarioù Olimpek.
- 1927 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Dinan (a-benn d'an eur) ; trec'h eo ar Breizhad Ferdinand Le Drogo.
Ganedigezhioù[kemmañ]
- 1433 : Frañsez II (Breizh) († 9 a viz Gwengolo 1488 e Koeron).
- 1846 : Gaston Maspero, ejiptour gall († 30 a viz Mezheven 1916 e Pariz).
- 1910 : Jean Anouilh, dramaour ha skrivagner gall († 3 a viz Here 1987 e Lausanne (Suis)).
- 1912 : Alan Turing, jedoniour saoz († 7 a viz Mezheven 1954 e Wilmslow (Bro-Saoz)).
- 1955 : Jean Tigana, melldroadour gall.
- 1970 : Yann Tiersen, sonaozour, soner ha kaner gallek.
- 1972 : Zinedine Zidane, c’hoarier mell-droad.
Marvioù[kemmañ]
- 1806 : William Pitt ar Yaouañ, kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet (° 28 a viz Mae 1759 e Hayes (Bro-Saoz)).
- 1959 : Boris Vian, soner ha skrivagner gallek (° 10 a viz Meurzh 1920 e Ville-d'Avray).
- 2010 : Roparz Omnes, yezhoniour arbennigour war ar spagnoleg hag ar brezhoneg (° 26 a viz C'hwevrer 1930 e Dinan.
- 2011 : Peter Falk, aktour (° 16 a viz Gwengolo 1927 e New York).