Frañsez II (Breizh)
Dug Breizh e oa Frañsez II. Ganet e oa bet e Klison d'an 23 a viz Mezheven 1433 ha marvet e Koeron d'an 9 a viz Gwengolo 1488. Anvet e oa bet da zug war-lerc'h marv Arzhur III e 1458. Mab e oa da Richarzh Breizh, kont Étampes, ha mab-bihan da Yann V, dug Breizh.
Dimeziñ a reas d'e geniterv Marc'harid Breizh da gentañ. Bevañ a rae ganti hag e bried kleiz Antoinette de la Maignelais hag o bugale e kastell Naoned, lakaet sevel gantañ. Neuze e timezas gant Marc'harid a Foix, priñsez a Navarra, ha ganti en doe div verc'h, Anna hag Isabeau a varvas yaouankik.
Taolenn |
[kemmañ] Politikerezh diabarzh (da sevel)
- Rohan
- Chauvin
- Pierre Landais
- Skol-veur Naoned
- Breujoù Breizh
- Jean Meschinot.
[kemmañ] Politikerezh diavaez
Delc'her a reas da astenn e c'halloud pa glaske rouaned Bro-C'hall lakaat o c'hrabanoù war e zugelezh.
Rankout a reas stourm ouzh ar roue gall Loeiz XI da gentañ, hag ouzh e verc'h goude-se. Pa oa minor Charlez VIII , da lavarout eo re yaouank da ren e-unan, e reas emglev gant dug Orleañs ha kont Angoulême evit en em sevel a-enep al lezrouanez Anne de Beaujeu.
Ne c'hellas ket mirout ouzh ar roue Charlez VIII a vezañ trec'h war e lu en emgann Sant Albin an Hiliber e 1488. Miz war-lerc'h e kouezhas an dug diwar e varc'h e-pad ur valeadenn hag e varvas. E verc'h Anna , 11 vloaz, en em gave dugez .
Tri bloaz goude e voe rediet an dugez Anna, hag hi ur grennardez 14 vloaz c'hoazh, da zimeziñ gant ar roue gall Charlez VIII.
[kemmañ] Dimezioù ha bugale
D'an 13 pe d'ar 16 a viz Du 1455 e timezas e Gwened da Marc'harid Breizh (1443-1469), merc'h henañ an dug Frañsez Iañ
- Ur mab, Yann, o doe, kont Montfort-l'Amaury, ha ne vevas nemet daou viz (29 a viz Mezheven - 25 a viz Eost 1463. Mervel a reas Marguerite e Naoned d'ar 25 a viz Gwengolo 1469.
Addimeziñ a reas e Klison d'ar 27 a viz Mezheven 1471 gant Marc'harid Foix, lesanvet « bruched laezh » , merc'h da Gaston IV Navarra, kont Foix, ha div verc'h o doe:
[kemmañ] Besterd
Tri bugel en doe digant e serc'h Antoinette de Maignelais (1420-1474), erruet e Breizh e 1461 :
- Frañsez Iañ d'Avaugour (1462- goude 1494), kont Vertus, Kont Goueloù ha Baron Avaugour , pemzek vloaz koshoc'h eget e hanterc'hoar Anna,
- Anton (1463), aotrou Châteaufremont ha Hédé-Bazouges, marvet en yaouank.
- Frañseza (1464?), a chomas gant he hanterc'hoar Anna, hag a varvas war-dro 1498.
| En e raok: Arzhur III |
Rouaned ha Duged Breizh 1458 – 1488 |
War e lerc'h: Anna Breizh |