Iliz-veur Naoned

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iliz-veur Naoned
Iliz-veur Naoned
En iliz-veur Naoned

Iliz-veur Naoned pe Iliz-veur Pêr-ha-Paol zo un iliz-veur savet er XVvet kantved, da vare Duged Breizh, e Naoned. Enni eo beziet an dug Frañsez II, tad an dugez Anna, Anna Vreizh.

E-kreiz kêr emañ, e leurgêr Sant-Pêr. Iliz eskob Naoned eo. 457 vloaz ez oar bet ouzh he sevel, eus 1434 betek 1891. Kement-se ne vir ket e lavarer eo ur bennoberenn eus an doare gotek.
Monumant istorel ofisiel eo abaoe 1862.


Tri savadur relijiel zo bet a-raok an iliz-veur a vremañ: ur chapel savet en III kantved; un iliz-veur savet er VIvet kantved, un iliz-veur roman all en XIvet kantved. El lec'h ma oa an iliz-veur kozh eo bet savet homañ, ha dre ma veze savet eo he deus kemeret he lec'h.



Skeudennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.