Konan IV
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Konan IV a Vreizh)
Dug Breizh e oa Konan IV (war-dro 1138 - 1171). Mab e oa da Alan an Du, kont Gwengamp ha Richmond, ha d' e bried Bertha, merc'h Konan III, dug Breizh. A-raok mervel en doa disheriet an dug Konan III e vab Hoel e 1148. Ha Konan IV a oa deuet da vezañ dug Breizh. E 1166 en deus ranket abdikañ hag Herri II, roue Bro-Saoz en deus bountet e vab, Jafrez II war an tron.
[kemmañ] Dimeziñ ha bugale
Dimeziñ a reas Konan IV da Margaret of Huntingdon (Dukez Breizh) (1145–1201), merc'h da Henry, Kont Northumbria, ha da Ada de Warenne.
Ur verc'h o doa, Konstanza, a voe dugez Breizh.
| En e raok: Konan III |
Rouaned ha Duged Breizh 1148 – 1166 |
War e lerc'h: Jafrez II |