Konstanza
Eus Wikipedia
Konstanza Breizh, pe Konstañsa, (war-dro 1161 - 1201) a oa Dugez Breizh ha kontez Richmond. Merc'h e oa d'an dug Konan IV ha d'e bried Marc'harid Bro-Skos.
He buhez [kemmañ]
E 1166 en doa ranket he zad reiñ e zilez hag Herri II, roue Bro-Saoz en devoa rediet anezhi da zimeziñ d'e vab, Jafrez.
Etre 1166 ha 1181 e voe renet Breizh gant Herri II. Goude 1181 en doa kemeret Jafrez ar galloud, met mervel a reas e 1186. C'hoant en doa Herri da lakaat e grabanoù war dugelezh Breizh, met dougerez e oa Konstanza, ha dre chañs e c'hanas ur mab, Arzhur, a voe dug war-lerc'h e dad.
Dimezioù ha bugale [kemmañ]
Teig gwech e timezas.
- e 1181, da Jafrez Planatagenet, ha bugale o doe:
- Arzhur, dug Breizh, lazhet gant e eontr Yann Dizouar;
- Eleonora Breizh (1185-1241), kontez Richmond, bac'het gant hec'h eontr Yann Dizouar;
- e 1188, da Ranulph de Blondeville, 4vet Kont Chester;
- e 1198, da Guy of Thouars, ha gantañ he doe div verc'h, gevellezed anezho :
- Alis, a voe dugez Breizh
- ha Katelin.
He marv [kemmañ]
Mervel a reas en Naoned etre ar 1añ a viz Gwengolo hag ar 4 a viz Gwengolo 1201.
| En e raok: Konan IV a Vreizh |
Rouaned ha Duged Breizh 1166 – 1187 |
War e lerc'h: Arzhur Iañ a Vreizh |