Jafrez II (dug Breizh)
Eus Wikipedia
Jafrez II Plantagenet (1158 - 1186) a oa Dug Breizh.
E vuhez [kemmañ]
Mab e oa da Herri II, roue Bro-Saoz, dug Normandi ha kont Anjev, ha d'e bried Eleanora Akitania, dugez Akitania.
E 1166 en doa ranket Konan IV leuskel e gurunenn ha rediet e oa bet e verc'h Konstanza, gant ar roue saoz Herri II, da zimeziñ d'e vab, Jafrez.
Etre 1166 ha 1181 e voe renet Breizh gant Herri II. Goude 1181 en doa kemeret Jafrez ar galloud, met ne renas nemet pemp bloaz.
Mervel a reas e 1186 goude un tournamant. C'hoant en doa Herri da drevañ Breizh, met Konstanza a oa dougerez ha, dre chañs e c'hanas ur mab, Arzhur Iañ .
E vugale [kemmañ]
- Eleonora Breizh (1185-1241), a voe bac'het e voe betek he marv gant hec'h eontr Yann Dizouar, ha gant he c'henderv Henri III.
- Arzhur Iañ (dug Breizh) (1187-1203), dug Breizh, lazhet gant e eontr Yann Dizouar.
| En e raok: Konan IV |
Dug Breizh 1169 – 1186 |
War e lerc'h: Arzhur Iañ |