Kontelezh Naoned

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Edo kontelezh Naoned er marz savet gant rouaned ar Franked war harzoù Breizh dizalc'h. Aloubet e voe gant Nominoe, kentañ roue Breizh, e 851, hag anavezet e c'halloud gant feur-emglev Angers. Gant Salaun e voe kresket c'hoazh ar rouantelezh war-zu ar reter. Met ken bras e oa deuet ar vro da vezañ ma oa diaes da zifenn war un dro diouzh ar Franked hag ar Vikinged. Adal deroù an Xvet kantved edo Naoned dindan gwarez konted Anjev. Daoust da se e voe aloubet gant ar Vikinged eus 919 da 937 a-raok bezañ kemeret gant Alan II. Goude-se e teuas Bro-Naoned da vout ur gontelezh, hag ar gonted anezhi a veze dalc'hmat o'n em gannañ gant konted Roazhon da c'houzout piv anezho a vije dug Breizh. Pep hini en devoa skoazellerien

  • konted Anjev ha Kerne a skoazelle re Naoned
  • konted Bleaz, enebourien Anjev, a skoazelle re Roazhon.

Dre zimeziñ ez eas Naoned digant Tiegezh Kerne gant Tiegezh Anjev, ar re Plantagenêt, a-raok bout staget ouzh domani Duged Breizh en XIIIvet kantved.


Listenn konted Naoned[kemmañ]

Franked[kemmañ]

Konted vrezhon[kemmañ]

Kont Anjev ha Naoned[kemmañ]

Marevezh ar Vikinged[kemmañ]

Konted Naoned[kemmañ]

Lignez Plantagenêt[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

E brezhoneg ha galleg[kemmañ]

E galleg[kemmañ]

  • Chronique de Nantes => e-barzh Gallica http://gallica.bnf.fr
  • Essai sur l'Histoire de la Ville et du Comté de Nantes, Gérard Mellier, bet maer Naoned, dornskrid embannet gant Léon MAITRE, Nantes (1872) => e-barzh Gallica http://gallica.bnf.fr