Anna Breizh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Anna Breizh
Emañ Anna Breizh o resev digant Antoine Dufour un dornskrid a sav meuleudi d'ar maouezed brudet. Skeudenn graet, war a greder, gant Piéral e-tro 1505 (Mirdi Dobrée, Naoned)

Anna Breizh[1] pe Anna Vreizh[2] a zo ganet d'ar 25 a viz Genver 1477 (1476 hervez an doare kozh) e Naoned ha marvet d'an 9 a viz Genver 1514 e Blois, e Bro-C'hall, a oa dugez Breizh, war-lerc'h marv he zad e 1488, betek 1514. Dre he dimezioù e voe ivez :

Merc'h e oa da zug Breizh Frañsez II (1435-1488), ha d'e eil wreg Marc'harid Foix (war-dro 1449-1486), priñsez Navarra. Keniterv a oa da Anna Foix, rouanez Hungaria.

Hec'h anv[kemmañ]

War a seblant ne oa ket gwall anavezet hec'h anv-badez er vro a-raok hec'h amzer ha ne voe ket a barrez anvet Santez Anna a-raok ar XVIvet kantved. Un anv boutin e oa deuet da vezañ avat war-dro fin ar XVvet kantved e Bro-C'hall. Un anv stank e vo e Breizh war-lerc'h emziskouezioù Santez Anna dirak daoulagad Iwan Nikolazig er XVIIvet kantved.

He bugaleaj[kemmañ]

Nebeudik a dra a ouzer eus he buhez a-raok marv he zad. Savet e voe dindan evezh Françoise Dinan, itron Laval ha Kastellbriant. Evel bugale an noblañsed uhel e voe desket dezhi lenn ha skrivañ e galleg ha komz un tamm latin. Hervez ar vojenn he dije desket un tamm brezhoneg gant ur vatezh. Tud zo a lavar n'he devoa ket bet deskamant a-raok erruout e lez ar roue gall, dre ma ne oa ket troet he zad gant ar sevenadur. Koulskoude e oa ur barzh en e lez, a gane e glodoù, hag a oa anvet Jean Meschinot. Sellet e veze outi gant priñsed ar broioù amezek rak Breizh a oa ur preizh mat evit meur a hini.

Ur bennhêrez[kemmañ]

Mab ebet n'en doa bet an dug Frañsez II digant e wreg. Evit dizarbenn an diaezamantoù a c'halled gortoz gwelout e c'houlennas an dug digant Stadoù Breizh anavezout Anna evel danvez dugez e 1486.

Peadra a oa d'arguzenniñ diwar-benn lakaat Anna da bennhêrez rak hervez feur-emglev Gwenrann e 1365 ne oa ket kaoz ne vije ket a vab en unan eus an div familh e oa ar gwir ganti da gaout ar gurunenn, da lavarout eo e ti ar re Voñforzh pe ar re Bentevr. Ar baotred a oa war ar renk a oa eus daou du neuze:

Hêred a-berzh Monforzh[kemmañ]

Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVvet kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVvet - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1187 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1187 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Charlez Bleaz
Tiegezh Monforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin a Roc’han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-
  • Yann II, beskont Roc'han, pried Mari Breizh (merc'h d'an dug Frañsez Iañ). Hep feur-emglev Gwenrann eo e bried a vije bet dugez adal 1469, pa oa marvet he c'hoar henañ Marc'harid Breizh. Neuze eo pried Marc'harid (Frañsez II eta) a rankje bezañ laosket ar galloud gant Yann II. Evit unaniñ e-lec'h rannañ e kinnigas Yann II e timezje e vibien Frañsez ha Yann gant Anna hag he c'hoar. Hogen nac'h a reas Frañsez II.
  • Jean de Chalon, priñs Orange, mab da Gatell Breizh (c'hoar d'an dug Frañsez II). Hervez divizoù feur-emglev Gwenrann e oa dezhañ e tleed reiñ an dugelezh ma ne oa ket da Anna pe d'he c'hoar.
  • Frañsez Avaogour, mab bastard d'an dug Frañsez II ha d'e serc'h Antoinette de Maignelais. Dirak ar Stadoù en devoa dilezet e wirioù.

Hêred a-berzh Pentevr[kemmañ]

  • Jean II de Brosse, kont Penteür (mab da Nicole de Blois ha da Jean Ier de Brosse), met dre ziv wech (e 1480 pa oant bet gwerzhet, e 1485 e oant bet kadarnaet) e oa dilezet he gwirioù gant e vamm.
  • Alain d'Albret, pried intañv Françoise de Blois-Penthièvre (marvet en 1481), keniterv da Nicole de Blois-Bretagne", en doa lavaret (en aner) en doa gwir drezi war gontelezh Penteür.

Da gentañ e felle dezhañ dimeziñ gant Anna, goude-se dimeziñ e vab dezhi. Prometet e oa bet dorn Isabeau (c'hoar Anna) d'e vab, nemet mervel a reas a-raok an eured.

Eus an dimeziñ d'an eured[kemmañ]

He dimeziñ mat eo a glask he zad ober, evit derc'hel penn ouzh roue Bro-C'hall a zo o klask lakaat e grabanoù war Vreizh. Dre ginnig da veur a briñs europat unaniñ an dugelezh ouzh o domani er stumm-se eo e voe gallet kaout skoazell diganto a-enep an enebour.

Da gentañ e voe dimezet en-ofisiel da Edouarzh, priñs Kembre, mab da Edouarzh IV. Nemet pa varvas e dad e 1483 ne voe roue nemet e-pad tri miz, dindan an anv a Edouarzh V, rak lazhet e voe e Tour Londrez gant Richarzh, dug Gloucester, a zeuas da vezañ roue dindan an anv a Richard III.

War-lerc'h e voe soñjet e meur a zimeziñ all:

Brezelioù[kemmañ]

E 1488 e oa faezhet armeoù Frañsez II e Sant Albin an Hiliber, war-lerc'h ar « Brezel Foll », e voe ret d'an dug plegañ da zivizoù feur-emglev Le Verger a oa displeget ennañ ne c'halle ket e verc'hed dimeziñ hep asant ar roue gall.

D'an 19 a viz Kerzu 1490 e timezas an dugez Anna, dre hanterouriezh, da Vasimilian, roue ar Romaned, a zeuy da vout Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, impalaer santel roman german. Dre se e teuas da vout rouanez ha mamm-gaer Charlez VIII, a oa bet dimezet da Varc'harid Aostria, merc'h da Vasimilian.

Daoust da soudarded eus Kastilha hag eus Bro-Saoz da vezañ deuet da skoazellañ arme an dug e 1491, e talc'has La Trémoille (hag a oa bet trec'h a Sant-Albin) gant ar brezel, hag e teuas ar roue gall da lakaat seziz war Roazhon ma oa Anna o repuiñ, evit lakaat e grabanoù warni. Skrivañ a reas Philippe de Commines, istorour ar roue gall: « Dinac'h merc'h roue ar Romaned, ha hi yaouank-flamm, a reas ar roue Charlez VIII (13 vloaz e oa an Aostrianez, 14 vloaz e oa Anna), ha kemer a reas da bried merc'h an dug Frañsez Breizh evit diwall ar peoc'h e dugelezh Breizh, a oa dezhañ tost penn-da-benn da vare ar feur-emglev, war-bouez kêr Roazhon [a oa o stourm outañ] ha merc'h an dug a oa enni. »

Goude un hir a seziz, hep skoazell a nep perzh, hep esper da zerc'hel ken, e voe digoret perzhier kêr d'ar roue hag e voe graet dimeziñ Anna ha Charlez e chapel ar Jakobined e Roazhon. Goude-se e voe kaset an dugez da gastell Langeais, war lez ar stêr Liger, nepell diouzh Tours.

Euredoù[kemmañ]

Lidet e voe an eured e kastell Langeais, e Touren, d'ar 6 a viz Kerzu, goude ma oa dispennet d'he dimeziñ kentañ gant ar pab. Roet e voe gwirioù an daou bried war Vreizh d'an eil ha d'egile. Ma ne vije ket a vab dezho e voe divizet e rankje Anna dimeziñ gant an hini a vije roue war-lerc'h Charlez. C'hwec'h bugel o doe, nemet o-c'hwec'h e varvjont en-bihan. An hini a vevas an hirañ a oa bet anvet Charlez-Orland.

Pa varvas Charlez VIII, e timezas gant he zrede gwaz, Loeiz XII a Vro-C'hall, d'an 8 a viz Genver 1499, e Naoned.

Rouanez Bro-C'hall[kemmañ]

Dre he dimeziñ e 1491 e teue Anna Breizh da vezañ rouanez Bro-C'hall. En he c'hontrad ez eus skrivet eo graet an eured evit asuriñ ar peoc'h etre dugelezh Breizh, kontelezh Naoned, ha rouantelezh Bro-C'hall. Pa voe intañvezet e 1498 e tistroas da Vreizh, hag e tizoloas lec'hioù n'he devoa ket gwelet pa oa bugel.

He bugale[kemmañ]

Eus an eizh bugel he doa bet gant hec'h eil pried ne chomas nemet:

1991 : Pempkantvet deiz-ha-bloaz hec'h eured[kemmañ]

E 1991 e voe lidet pempkantvet deiz-ha-bloaz eured Anna Breizh ha Charlez VIII. E Roazhon, a oa bet lakaet seziz dirazi, a oa bet o stourm ouzh an alouber hag ouzh an naonegezh, ne voe graet meneg ebet eus an darvoud.

2014 : Pempkantvet deiz-ha-bloaz he marv[kemmañ]

Relegouer kalon Anna Breizh diskouezet e Mirdi Breizh e 2014.

Un timbr zo bet graet gant ar post gall en hec'h anv.

Notennoù[kemmañ]

  1. http://annedebretagne2014.wordpress.com/2013/12/22/anna-breizh-le-pourquoi-de-labsence-de-mutation-dans-la-version-en-breton-danne-de-bretagne/
  2. Skouerioù kemmadur, er yezh komzet, en un anv-lec'h goude an anv Anna a vo kavet e-barzh levr Mikael Madeg, P. Pondaven, Yann Riou Anoiou badiziant Bro-Leon, Emgleo Breiz, 2006, p.47: «Ana(ñ) Dal Ar Chapel (Eusa)», «Anaig Gêrgestan (Plouarzel)» (Kergestan a zo ul lec'h e Plouarzhel).

Levrioù[kemmañ]

  • Philippe de Commynes, Mémoires. Daou veneg pe dri eus Anna.
  • Ant. Dupuy, Histoire de l' Union de la Bretagne à la France, 2 vol. de 447 p et 501 p., Librairie Hachette, Paris, 1880.
  • Arthur Le Moyne de la Borderie, Membre de l' Institut, Histoire de la Bretagne, 6 levrenn in-quarto, Plihon Editeur, Imprimerie Vatar, Rennes 1905-1914.
  • Hervé Le Boterf. "Anne de Bretagne. Éditions France-Empire, 1976-1996.
  • Jean-Pierre Legay hag Hervé Martin, Fastes et malheurs de la Bretagne ducale 1213-1532, Editions Ouest-France Université, 435 pages, Rennes, 1982
  • Jean Kerhervé, L'État breton aux XIVe et XVe siècles, 2 levrenn, Maloine, 1987. ISBN 2-224-01703-0. 2-224-01704-9
  • P. Tourault. "Anne de Bretagne. Paris 1990
  • Geneviève-Morgane Tanguy. "Les jardins secrets d'Anne de Bretagne. F. Sorlot --F. Lanore, 1991.
  • Collectif d’universitaires des universités de Brest, Nantes, Rennes, Toute l’histoire de Bretagne, dans l'Ile de Bretagne et sur le continent.Levrenn in-8°, 800 pajenn, Skol Vreizh, Montroulez 1996
  • Georges Minois. Anne de Bretagne. Édition Fayard, 1999.
  • Geneviève-Morgane Tanguy. "Sur les pas d'Anne de Bretagne. Éditions Ouest-France, 2003.
  • Collectif "Pour en finir avec Anne de Bretagne". Archives départementales, Nantes 2004.
  • Didier Le Fur. Anne de Bretagne. Librairie Édition Guénégaud : Paris, 2000.
  • Jaketa Favreau, Anna Vreizh, Delioù, Landerne, 2005.


En he raok:
Frañsez II
Dugez Breizh
thum
14881514
War he lerc'h:
Klaoda