7 Ebrel
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 529 : kentañ stumm ar c’h-Corpus Juris Civilis (kentañ dastumad lezennoù ar gwir roman) embannet gant Impalaer roman ar Reter Justinianus I.
- 1348 : savet eo Skol-veur Praha, ar skol-veur gentañ en alamaneg hag an hini gentañ ivez en hanternoz d’an Alpoù
- 1521 : erruout a ra Fernan Magalhaes en enez Cebu, e Filipinez
- 1795 : ar metr a zo degemeret evel unanenn hirder ofisiel e Frañs
- 1927 : ar skingasadenn skinwel gentañ eus Washington, DC da New York.
- 1939 : Albania aloubet gant lu Italia
- 1948 : Aozadur ar Yec'hed er Bed a zo savet gant Aozadur ar Broadoù Unanet.
Sportoù [kemmañ]
- 1919 : krouidigezh Kevre mell-droad Bro-C'hall.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1506 : Sant Frañsez Zavier, saver urzh ar Jezuisted († 1552).
- 1770 : William Wordsworth, barzh saoznek († 1850).
- 1789 : Émilie Guitton (Itron de Saint-Prix) (Kallag), dastumerez gwerzioù kozh († 1869).
- 1867 : Holger Pedersen, yezhour dan, aozer ur yezhadur eus ar yezhoù keltiek († 1953).
- 1889 : Gabriela Mistral, skrivagnerez eus Chile, tapet ganti Priz Nobel al Lennegezh († 1957).
- 1891 : Ole Kirk Christiansen, ijiner ar c’hoari LEGO († 1958).
- 1900 : Roperzh ar Mason, skrivagner brezhonek († 1952).
- 1924 : Daniel Emilfork (Daniel Zapognikof e anv gwir), aktour chilean († 17 a viz Here 2006 e Pariz).
- 1944 : Gerhard Schröder, Kañseller Alamagn.
- 1957 : Yann-Fañch Kemener, kaner eus Breizh.
- 1980 : Florin Felecan, mestrc'hoarier echedoù roumanat.
Marvioù [kemmañ]
- 1498 : Charlez VIII, roue Bro-C'hall, pried Anna Vreizh (° 30 a viz Mezheven 1470 en Amboise).
- 1614 : El Greco (Doménikos Theotokópoulos e anv gwir), livour spagnol, (° 1541 (?) e Heraklion (Kreta, Republik Venezia d'ar mare-se)).
- 1803 : Toussaint Louverture, penn ar sklaved e Dispac'h Haiti.
- 1947 : Henry Ford, greanter amerikan, saver kirri (° 30 a viz Gouere 1863 e Greenfield Township (Stadoù Unanet)).
- 1956 : Julius du Mont, pianoour, kelennour piano, mestrc'hoarier echedoù, kazetennour, penngazetennour ha skrivagner echedoù gall ha saoz (° 15 a viz Kerzu 1881 e Pariz).