1añ Ebrel
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1918 : krouidigezh ar Royal Air Force pe RAF c'hoazh.
- 1938 : krouet ar c'hafe poultr Nescafé gant ar c'himiour suis Max Morgenthaler.
- 1939 : Francisco Franco a embann ez eo echu Brezel diabarzh Spagn.
- 1945 : deroù Emgann Okinawa.
- 1948 : ur statud emrenerezh a zo roet d’an Inizi Faero gant Danmark.
- 1949 : Dont a ra Stad dieub Iwerzhon da vezañ Republik Iwerzhon.
- 1975 : krouidigezh ar gelaouenn viziek bannoù-treset Fluide Glacial gant Alexis Diament, Jacques Diament ha Marcel Gotlib.
- 1979 : goude ur referendom eo embannet ar republik islamour en Iran.
- 1983 : lakaet e pleustr al leve da 60 vloaz e Bro-C'hall.
- 1999 : e Kanada eo savet proviñs nevez Nunavut.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1815 : Otto von Bismarck, kañseller alaman († 30 a viz Gouere 1898 e Friedrichsruh (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se)).
- 1868 : Edmond Rostand, dramaour ha skrivagner gall († 2 a viz Kerzu 1918 e Pariz).
- 1873 : Sergueï Vassilievitch Rachmaninov, pianoour, sonaozer ha penn laz-seniñ rusian († 28 a viz Meurzh 1943 e Beverly Hills (Stadoù Unanet)).
- 1927 : Jacques Mayol, splujer war apne gall († (emlazh) 22 a viz Kerzu 2001 e Capoliveri (Italia)).
- 1929 : Milan Kundera, skrivagner gall eus Tchekoslovakia.
Marvioù [kemmañ]
- 1441 : Blanca Iañ de Navarra, rouanez Navarra eus 1425 betek he marv (° 6 a viz Gouere 1387 en Iruñea (Rouantelezh Navarra d'ar mare-se)).
- 1917 : Scott Joplin, pianoour ha sonaozer amerikan (° e-tro 1867-1868 e Texarkena (Stadoù Unanet)).
- 1922 : Karl Iañ (Aostria), impalaer diwezhañ Aostria (° 17 a viz Eost 1887 e Persenbeug (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
- 1934 : Joseph Loth, yezhoniour ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek (° 27 a viz Kerzu 1847 er Gemene).
- 1966 : Brian Ó Nualláin (Flann O'Brien ha Myles na gCopaleen e anvioù-pluenn), skrivagner iwerzhonat (° 5 a viz Here 1911 en Srath Bán (Iwerzhon)).
- 1967 : Yann Ezel, skrivagner brezhonek (° 1908).
- 1984 : Marvin Gaye, kaner amerikan (° 2 a viz Ebrel 1939 e Washington D.C. (Stadoù Unanet)).
Lidoù [kemmañ]
- Devezh ar farsadennoù hag ar fentigelloù (peskig Ebrel)