Nunavut
Eus Wikipedia
|
|||||
| Sturienn: Nunavut Sannginivut (Hor bro, hon nerzh en inuktitut) |
|||||
![]() |
|||||
| Yezh(où) ofisiel | Inuktitut (inuktitut hag inuinnaqtun), saozneg, galleg | ||||
| Bleunienn | Purpura saksifrago | ||||
| Gwezenn | |||||
| Evn | Brugyar-erc'hegi | ||||
| Kêr-benn | Iqaluit | ||||
| Kêr vrasañ | Iqaluit | ||||
| Komiser | Edna Elias | ||||
| Kentañ Ministr | Eva Aariak (distrollad) | ||||
| Dileuridi er Parlamant - sezioù e Ti ar C'humunioù - sezioù er Sened |
1 1 |
||||
| Gorread en holl - Douar - Dour (% an holladl) |
Renk 1añ 2 093 190 km² 1 932 255 km² 160 935 km2 km² (7,7%%) |
||||
| Poblañs - Hollad (2009) - Stankter |
Renk 13vet 31 556 0,015 /km²/km² |
||||
| PGD (2006) - Hollad - Dre zen |
$1,213 miliard (13vet) C$39 383 (8vet) |
||||
| Kengevread | 1añ a viz Ebrel 1999 (13vet) |
||||
| Gwerzhid-eur | UTC-5, -6, -7 | ||||
| Berradurioù - Post - ISO 3166-2 - Kod post |
NU CA-NU X |
||||
| Lec'hienn | www.gov.nu.ca | ||||
| Kontet eo an tiriadoù er renkadurioù | |||||
Nunavut (skrivet ᓄᓇᕗᑦ er silabenneg inuktitut, distaget /'nunavut/ e yezh ar vro; /ˈnuːnəvʊt/ e saozneg) zo un tiriad eus Kanada. An tiriad nevesañ eo pa voe krouet e 1999, diwar-goust Tiriadoù ar Gwalarn. En em astenn a ra en hanternoz da broviñsoù Manitoba ha Kebek.
Dont a ra an anv "Nunavut" eus ar yezh inuktitut, ha talvezout a ra kement hag "hor bro". Betek 1999 e oa douaroù Nunavut e Tiriadoù ar Gwalarn. Emglev a voe etre an annezidi, an Inuit ha gouarnamant Kanada evit krouiñ un tiriad dezho o-unan.
Iqaluit eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ (6 184 a annezidi e 2006).
| Proviñsoù ha Tiriadoù Kanada | |
| Proviñsoù: Alberta • Douar-Nevez ha Labrador • Enez ar Priñs Edward • Kebek • Kolombia Vreizhveuriat • Manitoba • New Brunswick • Ontario • Saskatchewan • Skos Nevez | |
| Tiriadoù: Nunavut • Tiriadoù ar Gwalarn • Yukon | |
