20 Ebrel
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1534 : Aet Jakez Karter eus Sant-Maloù evit klask mont betek Indez dre hent an hanternoz. Kanada a vo dizoloet gantañ.
- 1770 : douarañ a ra James Cook war aod reter Aostralia.
- 1876 : deroù Emsavadeg Ebrel e Bulgaria, a-enep an Impalaeriezh otoman.
- 1902 : Dizoloet ar radiom gant Pierre ha Marie Curie.
- 1912 : Erru al lestr Carpathia e New York, ennañ ar 703 den na oant ket marv goude ma oa aet an Titanic d’ar strad.
- 1960 : Krouidigezh Brasília.
- 1972 : An egorlestr Orion eus Apollo 16 war menezioù al Loar.
- 1992 : Diskouezadeg hollvedel Sevilla.
- 2004 : mervel a ra dervenn Gernika en Euskadi ; unan all a zo plantet en he lec’h.
Sportoù [kemmañ]
- 1920 : digoradur ar VIIvet C'hoarioù Olimpek hañv en Antwerpen (Belgia) gant Alberzh Iañ a Velgia.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 570 : Muhammad, profed an Islam († 632).
- 1808 : an impalaer Napoleon III († 1873).
- 1834 : Yann Hingant, yezhadurour († 1898).
- 1889 : Adolf Hitler († 1945).
- 1893 : Joan Miró, livour, kizellour ha priour katalan († 25 a viz Kerzu 1983 e Palma (Mallorca)).
- 1909 : Frañsez Falc’hun, beleg katolik breizhat ha kelenner skol-veur († 1991).
- 1968 : Ronan ar Barz, soner (Pib-ilin ha Binioù) breizhat.
Marvioù [kemmañ]
- 1912 : Bram Stoker (Abraham Stoker e anv gwir), skrivagner iwerzhonat bet savet ar romant mil vrudet Dracula gantañ (° 8 a viz Du 1847 e Dulenn (Iwerzhon)).
- 1932 : Edgard Colle , mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1991 : Seán Ó Faoláin, skrivagner saoznek eus Iwerzhon (° 1900).