25 Ebrel
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1719 : embannadur Robinson Crusoe gant Daniel Defoe.
- 1792 : La Marseillaise (kan broadel Frañs) a zo savet gant Claude Joseph Rouget de Lisle.
- 1859 : derou al labourioù evit sevel Kanol Suez.
- 1865 : digor eo al linenn hent-houarn betek Brest.
- 1940 : Banniel an inizi Faero a zeu da vezañ ofisiel.
- 1974 : Dispac’h ar Jenofl e Portugal a zegas an demokratelezh en-dro.
- 1976 : kentañ Gouel an Unvaniezh aozet gant CUAB e Kastell an Duged e Naoned.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1214 : Loeiz IX, roue Bro-C'hall (Sant-Loeiz) († 25 a viz Eost 1270 e Tuniz, e-pad an eizhvet Kroaziadeg).
- 1599 : Oliver Kromwell, den-Stad breizhveuriat († 3 a viz Gwengolo 1658 e Londrez).
- 1874 : Guglielmo Marconi, ijiner italian, tapet gantañ Priz Nobel ar Fizik († 1937).
- 1917 : Ella Fitzgerald, kanourez jazz amerikan († 15 a viz Mezheven 1996 e Beverly Hills (Stadoù Unanet)).
- 1921 : Ferruccio Castiglioni, mestrc'hoarier echedoù italian († 12 a viz Gwengolo 1971 e Milano (Italia)).
- 1927 : Albert Uderzo, aozer bannoù-treset gall.
- 1947 : Hendrik Johannes Cruijff, melldroadour ha gourdoner izelvroat.
Marvioù [kemmañ]
- 1744 : Anders Celsius, fizikour ha steredoniour svedat (° 1701).
- 1975 : Jacques Duclos politikour komunour gall (° 2 a viz Here 1896 e Louey (Hautes-Pyrénées)).
- 1995 : Ginger Rogers, aktourez amerikan (° 16 a viz Gouere 1911 en Independence (Stadoù Unanet)).
Lidoù [kemmañ]
- Dispac’h ar Jenofl kounet e Portugal (gouel broadel).
- Gouel an Dieubidigezh, en Italia, e koun dibenn an Eil brezel bed.
- Gouel ar banniel en Inizi Faero.
- Gouel ar banniel e Swaziland.
- Gouel Sant Mark en Iliz katolik.