30 Ebrel
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 711 : da-heul Tariq ibn Ziyad ha Musa ibn Nusayr e tilestr un armead tud eus ar Maghreb e Jibraltar ha kregiñ a ra aloubadeg al ledenez iberek gant ar Vuzulmaned.
- 1789 : George Washington a zeu da vezañ kentañ prezidant Stadoù Unanet Amerika.
- 1803 : gant ar Stadoù Unanet eo prenet Louiziana digant Frañs, e 15 milion a zollaroù.
- 1897 : gant ar fizikour saoz Joseph John Thomson eo dizoloet an elektron.
- 1907 : kroget eo da sevel labouradeg boued-mir Jean Hénaff, e Pouldreuzig.
- 1939 : Franklin D. Roosevelt eo ar prezidant amerikan kentañ o’n em ziskouez er skinwel.
- 1945 : en em lazhañ a ra Adolf Hitler hag Eva Braun e Berlin.
- 1975 : kemeret eo Saigon gant nerzhioù Talbenn Broadel Dieubidigezh Vietnam. Dibenn Brezel Vietnam.
- 2010 : o vezañ trec'h 2-0 war Tours KM e pign Stad Brest 29 e rummad kentañ kampionad mell-droad Frañs, naontek vloaz goude bezañ kuitaet al live-se, Aleks Dupont e c'hourdoner.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1883 : Jaroslav Hašek, skrivagner tchekek († 1923).
- 1931 : José Tonoli, mestrc'hoarier echedoù belgiat († 29 a viz Eost 2006 e Jette (Belgia).
- 1946 : ar roue Carl XVI Gustaf a Sveden.
- 1956 : Lars von Trier, filmaozer dan.
[kemmañ] Marvioù
- 1341 : Yann III, dug Breizh ha kont Richmond, aet da benn ar vro e 1312 (° 8 a viz Meurzh 1286 e Champtoceaux).
- 1883 : Édouard Manet, livour gall (° 1832).
- 1889 : Ignác Kolisch, mestrc'hoarier echedoù, kazetennour ha kenwerzhour hungarat.
- 1943 : Otto Jespersen, yezhoniour dan.
- 1945 : Adolf Hitler (emlazh) (° 1889).
- 1967 : Jef ar Penven, sonaozer breizhat.
[kemmañ] Lidoù
- Skandinavia : nozvezh Walpurgis, da lidañ donedigezh an nevezamzer.
- en Izelvroioù : Devezh ar Rouanez .
- Vietnam : Devezh an Dieubidigezh.
- er Relijion gatolik :