Hañv

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Giuseppe Arcimboldo, An hañv, 1573.
An hañv, kizellet gant Giovanni Caccini, Ponte Santa Trinita, Firenze.
Bernioù kolo a weler e-pad an hañv e parkoù an takadoù kerreizh

An hañv a zo unan eus ar peder rannvloaz an takadoù kerreizh, an hini tommãn d'an aliesañ.

Deiziad [kemmañ]

N'haller ket lavaret pegoulz e krog an hañv ha ne vez ket gwelet petra eo an hañv e pep lec'h pa n'eo ket ar memes rannvloazioù a zo en hantervoul norzh hag en hantervoul su.

Er steredoniezh e vez termenet deiz kentañ an hañv evel hini ar goursav-heol, da lavaret eo war-dro an 21 a viz Mezheven en hantervoul norzh ha war-dro an 21 a viz Kerzu en hantervoul su.
E-keñver an oablouriezh e kez termenet an hañv gant mizioù Mezheven, Gouere hag Eost (Norzh) ha Kerzu, Genver, C'hwevrer (Su) en o fezh. Tostoc'h ouzh ar fedoù eo an termenadur-mañ.

Koulskoude e vez kavet meur a zeiziad boas evit penn an hañv e bro pe vro. En Iwerzhon e vez lidet an hañv d'ar 1añ a viz Mae, met e broioù all eo bet dibabet ar 1añ a viz Mezheven pe an 21 a viz Mezheven. E steredoniezh Sina eo ar 6 a viz Mae, pe seik, a zo deiziad kentañ an hañv.

E su ha gevred Azia e vez termenet an hañv evel ar maread etre Meurzh ha Mezheven pa vez diwezh ar rannvloaz tomm ha donedigezh ar monson.

Abeg ar wrez [kemmañ]

Pa vez an hañv en un hantervoul eo troet homañ war-du an Heol p'eo kosteziet ken e chom pelloc'h dindan e vannoù ha dre-se eo hiroc'h an deizioù ha tommoc'h an temperadur.


Gerioù kar [kemmañ]