Azia ar Su
Eus Wikipedia
Azia ar Su a zo un isrannved eus Azia. En un doare strizh e klot gant ar pezh a zo er su d'an Himalaya, da lavaret eo Iskevandir Indez dre vras. Hervez doare rummata ar Broadoù Unanet emañ e-barzh ar riezoù-mañ: Afghanistan, Bangladesh, Bhoutan, India, Iran, Maldivez, Nepal, Pakistan, Sri Lanka. Darn all a laka e-barzh ivez Myanmar ha Tibet, hag e vez lakaet Iran en Azia ar Mervent.
Broioù[kemmañ]
- Ar broioù lakaet e-barzh hervez doare rummata ABU:
Afghanistan
Bangladesh
Bhoutan
India
Iran (lakaet ivez en Azia ar mervent)
Maldivez
Nepal
Pakistan
Sri Lanka
- Lakaet e-barzh a-wechoù:
Myanmar (lakaet dre vras en Azia ar gevred)
Tibet (lakaet dre vras en Azia ar reter da heul Republik Pobl Sina)
Tchagos (lakaet ivez en Afrika ar su)