Giuseppe Arcimboldo

Eus Wikipedia
Emboltred
Poltred Massimilian II hag e diegezh, war-dro 1563
Vertumne (Poltred Rudolf II) (~ 1590) Skoklosters Slott Sveden.

Giuseppe Arcimboldo (pe Arcimboldi pe Arcimboldus) zo ul livour italian, ganet e 1527 e Milano ha marvet eno e 1593. Brudet eo e daolennoù gant frouezh pe legumaj aozet da stummañ poltredoù.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un tiegezh livourien e oa ganet e 1527 e Milano. Pa oa 22 vloaz e laboure gant e dad war-dro iliz-veur Milano. Ober a reas tresadennoù war gartoñs evit ar gwer-liv. Goulennet e voe outañ, gant Ferdinant Bohemia, ober pemp skoed-ardamez evit an iliz-veur. Un tamm brud a dapas gant se. Galvet e voe da vont da Braha en 1562 da labourat evit Ferdinant ha poltrediñ e diegezh. Meur a livadur klasel zo bet lakaet war gont Arcimboldo, hag ar brudetañ eo Poltred Massimilian II Habsbourg hag e diegezh, livet war-dro 1563, met n'eus netra sur. Gant an tiegezh e chomo betek 1587.

Un tamm war-lerc'h kregiñ da labourat evit Ferdinant e stagas Giuseppe Arcimboldo da livañ an heuliad kentañ eus ar "pevar amzer" en e zoare souezhus ha hep e bar, pa aoze dremmoù an dud gant legumaj ha frouezh, , da skeudenniñ an Nevezamzer, an Hañv, an Diskar-amzer, ar Goañv, an Amiral, Al Levraoueger ha poltred an impalaer Rudolf II dindan neuz an doue roman Vertumnus.

Eus 1562 betek 1587 e labouras evit an impalaerien aostrian e Vienna hag e Praha (Ferdinand 1añ, Maksimilian II ha Rudolf II).

Goañv, 1573

Un nebeud oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Primavera, (1563), Estate (1563), Inverno (1563), Il Fuoco, (1566), L'Acqua (1563-1564), eoullivadurioù war goad, Kunsthistorisches Museum, Vienna
  • Primavera, eoullivadur war lien, Real Academia de Bellas Artes de San Fernando, Madrid
  • Il Bibliotecario, (1566), eoullivadur war lien, L'Avvocato, (1566), eoullivadur war lien, Ritratto di Rodolfo II in veste di Vertunno (1591), eoullivadur war lien, Skoklosters Slott, Stockholm
  • Ortaggi in una ciotola o l'Ortolano, eoullivadur war lien, Museo Civico Ala Ponzone, Cremona
  • Autoritratto (~1575), tresadenn, Narodni Gallery, Prague
  • Carnet di Rodolfo II, 148 tresadenn, Cabinet des estampes et dessins des Uffizi, Firenze
  • Autoritratto cartaceo (L'uomo di lettere), (1587), tresadenn, Cabinet des estampes et dessins du Palazzo Rosso, Genoa

E oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Primavera, Estate, Autunno, Inverno, (ar pevar amzer), a zo eoullivadurioù graet e 1573 hag a c'haller gwelout e mirdi al Louvre, e Pariz.


Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Frouezh ha legumaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • André Pieyre de Mandiargues ha Yasha David, Arcimboldo le Merveilleux, Robert Laffont, Paris (1988)
  • (it) Simonetta Venturi, Arcimboldo; (fr), Ed. Celiv, Paris (1990) ISBN 2-86535-028-2
  • (fr) Caroline Blanc, Arcimboldo, Gamma jeunesse, Tournai (1993) ISBN 2-7130-1538-3
  • (fr) Claude Delafosse, J'observe les portraits d'Arcimboldo, Gallimard jeunesse, Paris (1999) ISBN 2-07-052738-7
  • (de) Kriegeskorte, Werner, Giuseppe Arcimboldo : 1527-1593 Taschen (1993) ISBN 3-8228-0158-5
  • (fr) Boulicaut-Duffau, Catherine, Arcimboldo et Flaubert. Lecture du portrait "La Terre" de Giuseppe Arcimboldo, Nouvelle revue pédagogique, 11/2001, 2001/02-03

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.