Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel
Ferdinant Iañ Habsbourg, impalaer Alamagn, ganet e 1503 en Alcala de Henares e Kastilha, ha marvet d'ar 25 a viz Gouhere 1564 e Vienna (Aostria), a voe
- arc'hdug Aostria en 1520 (pa oa 17 vloaz),
- roue Hungaria ha roue Bohemia en 1526 (pa oa 23 vloaz),
- dilennet da roue ar Romaned en 1531 (pa oa 28 vloaz),
- anvet Impalaer roman santel gant e vreur henañ Karl V, pa zilezas ar galloud (16 a viz Genver 1556); 53 vloaz e oa neuze, met ne voe dilennet nemet d'ar 24 a viz Meurzh 1558.
[kemmañ] E vuhez
Mab e oa da Fulup Iañ Kastilha ha da Juana de Castilla, rouanez Spagn, ha breur e oa da Karl V. Kemer a reas, war-lerc'h e vreur henañ, kurunennoù Aostria, Stiria, Hungaria, ha re all c'hoazh, a oa peadra an Habsbourged, ha goude, pa voe en em dennet Karl, e voe lakaet e penn an Impalaeriezh santel roman german. Eñ an hini a grogo lignez Habsbourged Aostria, pe Habsbourged Vienna.
Roue Bohemia ha Hungaria e teuas da vout en 1526, war-lerc'h marv ar roue Loeiz II Hungaria, e vreur-kaer, ha dilennet e voe da Roue ar Romaned en 1531, ha diwezhatoc'h e voe anvet da Impalaer pa guitaas e vreur Karl ar galloud e 1556. Nac'h a reas ar pab Paol IV e anavezout evel impalaer an Impalaeriezh Santel Roman German dre ma ne oa ket bet goulennet ali ar Sez-Santel nag evit e zilennidigezh nag evit dilez Karl V. Nac'h a eure Ferdinant e oa ezhomm eus an asant-se ha diwar neuze ne voe ket goulennet asant ar pab ken gant an impalaerien santel. Sioul ha peoc'hus e voe e ren ha klask a reas lakaat katoliked ha protestanted d'en em glevout.
D'ar 25 a viz Mae 1521 e timezas e Linz , en Aostria, da Anna Jagellon (1503-1547), merc'h pennhêrez Vladislas II Hungaria, a oa roue Bohemia ha roue Hungaria, dimezet da Anna Foix. Kenkent ha deroù e ren en Kroatia, Hungaria ha Bohemia, levezonet gant e guzulierien alaman a oa ampart war ar gwir roman, e kendalc'has Ferdinant gant e bolitikerezh kreizennañ.
[kemmañ] Nevezintioù
Meur a nevezinti a zegasas:
- goprañ ar gargidi gant arc'hant, han'eo ket gant reiñ douaroù dezho;
- dispartiañ an aferioù arc'hant diouzh re ar politikerezh hagar justis
- kenvererezh ha kenevezhierezh etre ar galloudoù evit ma'zafe gwelloc'har melestradur en-dro.
[kemmañ] E vugale
Ur ribitailh bugale o doe Ferdinant hag Anna, ha dre o dimeziñ e kasas an impalaer e bolitikerezh, en sell da greskiñ e c'halloud.
- Elisabeth (1526-1545) a zimezas da Sigismond II Aogust, roue Pologn ;
- Masimilian II an Impalaeriezh Santel (1527-1576), a renas war e lerc'h ;
- Anna (1528-1590) a zimezas e 1546 da Alberzh V (1528-1579) dug Bavaria (1)
- Ferdinand (1529-1595), arc'hdug Tirol a zimezas div wech
- en 1557 da Philippine Welser (1527-1580)
- en 1582 da Anne Catherine de Mantoue (1566-1621), merc'h da Guillaume Gonzague, dug Mantova