Kunsthistorisches Museum

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
"Itron Varia ar pradoù" gant Raffaello
Hañv, gant Giuseppe Arcimboldo, 1563.
"Merc'h yaouaer ar roue Margarita Teresa en he dilhad glas gant Diego Velázquez.
Er mirdi.
Delwenn da dThutmosis III.

Kunsthistorisches Museum (Mirdi istor an arz en alamaneg), pe Mirdi an arzoù-kaer, a zo ur mirdi e Vienna, kêr-benn Aostria, hag unan eus ar re binvidikañ er bed. En ur savadur war ar Ringstraße emañ.

Ensavadur[kemmañ]

Kunsthistorisches Museum eo anv ar mirdi koulz ha hini an ensavadur. E 2007 e voe gweladennet gant 619.318 den[1].

Istor[kemmañ]

Digoret e voe e 1891, er memes koulz hag an Naturhistorisches Museum, gant an impalaer Franz Joseph I Aostria-Hungaria. Heñvel eo talbennoù an daou savadur, ha keñver-ha-keñver emaint er Maria-Theresien-Platz. An daou savadur a voe savet etre 1872 ha 1891 diwar steuñvioù treset gant Gottfried Semper ha Karl Freiherr von Hasenauer.

Goulenn a reas an impalaer ma vefe savet daou savadur er Ringstraße da ziskouez dastumad oberennoù arz ar re Habsburg. Savet eo bet an talbenn gant krag, hag ar savadur a zo dezhañ stumm un hirgarrezenn. Ur volz-toenn 60 metrad uhelder dezhi a zo e lein. Diabarzh ar savadur a zo kinklet gant marbr, follennoù aour ha livadurioù: un oberenn arzel eo ivez.

D'an 11 a viz Mae 2003 e voe laeret unan eus pezhioù talvoudusañ ar mirdi, Holener Cellini savet gant Benvenuto Cellini. Adkavet e voe d'an 21 a viz Genver 2006 en ur voest douaret tost ouzh kêr Zwettl en Aostria[2].

An oberennoù war ziskouez[kemmañ]

Diskouezva al livadurioù[kemmañ]

E-touez oberennoù pennañ an diskouezva livadurioù emañ:

  • Jan van Eyck: "Kardinal Niccolò Albergati" ("Kardinal Niccoló Albergati"), 1438
  • Albrecht Dürer: "Azeulerezh an Drinded santel" (Anbetung der heiligen Dreifaltigkeit), 1511
  • Giuseppe Arcimboldo: "Hañv" (Sommer), 1563
  • Michelangelo Merisi da Caravaggio:
  • Peter Paul Rubens:
    • "Stern-aoter Ildefonso" (Der Altar des hl. Ildefonso), 1630-32
    • "Ar Feur" (Das Pelzchen), 1638
  • Raffaello: "Itron Varia ar pradoù" (Madonna im Grünen), 1506
  • Johannes Vermeer: "Die Malkunst, 1665/66
  • Diego Velázquez: meur a boltred eus izili familh roue Spagn, hag a oa ur skourr eus ar re Habsburg.
  • Pieter Brueghel gozh:
    • "An Emgann etre meurlarjez har ar c'horaiz" (Kampf zwischen Fasching und Fasten), 1559
    • "C'hoarioù bugale" (Kinderspiele), 1560
    • "Tour Babel" (Turmbau zu Babel), 1563
    • "Al Lidkerzh d'ar c'halvar" (Kreuztragung Christi), 1564
    • "An Deizioù teñval (C'hwevrer-Meurzh)" (Düsterer Tag (Vorfrühling)), 1565
    • "Distro an tropellad (Here-Du)" (Heimkehr der Herde (Herbst)), 1565
    • "Chaseourien en erc'h (Kerzu-Genver)" (Jäger im Schnee (Winter)), 1565
    • "Ar C'houer hag al laer neizhioù" (Bauer und Vogeldieb), 1568
    • "Eured ar c'houer" (Bauernhochzeit), 1568/69
    • "Dañs ar peizant" (Bauerntanz), 1568/69

Dastumadoù ar Kunsthistorisches Museum:

  • Dastumad Egipt hag ar Reter-Nesañ
  • Dastumad Hemanzer Roma ha Gres
  • Dastumad delwennoù hag arzoù-kinklañ
  • Armell ar pezhioù
  • Levraoueg

Hofburg[kemmañ]

  • Mirdi-Efes
  • Dastumad an binvioù-sonerezh kozh
  • Dastumad an armoù hag an houarnwiskoù
  • Dielloù
  • Teñzor lik hag a iliz (er Schweizerhof)

Hag ivez[kemmañ]

Mirdioù all stag ouzh Kunsthistorisches Museum Vienna:

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ]