Nevezamzer

Eus Wikipedia
Carl Larsson, Våren (Nevezamzer), 1907

An nevezamzer a zo unan eus ar peder rannvloaz en hinbarzh kerreizh, ar maread ma'z a an hinad eus ar goañv d'an hañv. E-keñver ar steredoniezh e krog an nevezamzer e broioù ar C'hornôg da gedez an nevezamzer (war-dro an 20vet a viz Meurzh e Hanterzouar an Norzh hag an 23vet a viz Gwengolo e Hanterzouar ar Su) hag e vez echuet da vare ar goursav-heol (war-dro an 21vet a viz Mezheven e Hanterzouar an Norzh hag an 21vet a viz Kerzu e Hanterzouar ar Su).
Ne vez ket kavet ar boazioù-se e pep lec'h, rak gant ar Gelted kozh ha c'hoazh hiziv an deiz en Iwerzhon e vez kontet C'hwevrer, Meurzh hag Ebrel en Nevezamzer, pa vez gwelet deiz ar gedez evel kreiz an Nevezamzer gant ar steredoniourien mod-kozh e Sina. E-keñver an oablouriezh e vez kontet Meurzh, Ebrel ha Mae en o fezh evel an nevezamzer e hanterzouar an Norzh ha Gwengolo, Here ha Du e Hanterzouar ar Su.

Efedoù an nevezamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwezenn-gerez o vleuniañ
Distro an nevezamzer, livet gant William-Adolphe Bouguereau (1825-1905), e (1886).

E-pad an nevezamzer e krog an hanterzouar da vezañ troet ouzh an Heol dre m'eo tizhet gant ar bannoù-heol muioc'h-muiañ. Pa gresk an deizioù pelloc'h eget 12 eur e kresk ivez ar wrez tamm-ha-tamm. Diouzh hirded vrasañ an deizioù ha kresk ar wrez e teu ar plant da greskiñ. Kalz a zour a zeu warno pe dre deuziadur an erc'h e menezioù uhel pe dre ar glaveier puilh a weler d'ar c'houlz-se.
An darn-vuiañ eus ar bleuniadur a zeu en nevezamzer hag e c'hell kregiñ dindan an erc'h pa vez anezhañ. Bleuniañ a ra ar plant lerc'h-oc'h-lerc'h betek deroù an hañv.

Pennadoù kar a dost[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar a bell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger nevezamzer er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.