La Primavera
| Primavera | |
| Sandro Botticelli, war-dro 1482 | |
| Tempera war goad | |
| 203 × 314 cm | |
| Uffizi | |
| Firenze | |
La Primavera (An Nevezamzer) zo ul livadur bras graet gant Sandro Botticelli war-dro 1482, unan eus pennoberennoù an Azginivelezh italian, hag a c'haller gwelout e Mirdi an Ofisoù e Firenze.
[kemmañ] Istor
Dont a ra an anv eus ar renabl graet gant Giorgio Vasari en 1550 : dezhañ ne c'halle bezañ nemet lid donedigezh an nevezamzer. E 1551 e skrivas en doa kavet an daolenn ouzh moger sal ur genkiz e Castello, e-kichen ar villa de Petraia, perc'hennet gant ur pinvidig, eus an tiegezh Medici. Ouzh ar voger a-dal dezhi e oa ul livadur all: Ganedigezh Gwener.
E 1477 e oa bet prenet ar genkiz gant Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici, a oa kenderv da Lorenzo il Magnifico.
Gwener, doueez ar garantez, an hini zo e-kreiz an daolenn, un tamm en a-dreñv. A-us dezhi emañ Kupidon o vukaén e saezh war ar C'harited (an Teir Fulenn), a zo o tañsal ur seurt dañs-round an doueezed. Fulenn an tu dehoù a denn da Caterina Sforza, bet poltredet ivez gant Botticelli en daolenn Catherine of Alexandria a zo hiziv el Lindenau Museum.
En tu kleiz emañ Mercurius, gwisket skañv, o tiwall liorzh Gwener hag a weler oc'h astenn e zorn da gemer ur frouezhenn; un tokarn zo war e benn, ur c'hleze ouzh e gostez, evel ma tere d'ur gward eus ar XVIvet kantved. Kannad an doueed a anavezer gant e votoù askellek, hag e vazh
En tu dehoù emañ Zefiros, doue an avelioù, o klask dont e-barzh, war-lerc'h an nimfenn C'hloris. En he c'hichen emañ an doueez Flora, doueez an nevezamzer, a vije Simonetta Vespucci, serc'h Giuliano de' Medici, o skignañ bleunioù.
[kemmañ] Kompren
Meur a zoare zo da gompren an daolenn.
Lod a wel ur skeudenn bolitikel enni.
Hervez Kathryn Lindskoog e ranker gwelout er Primavera un daolenn eus ar Garden of Eden hervez an Divina Commedia gant Dante Alighieri. Dezhi e c'haller anavezout an dud-mañ, a gleiz da zehou: Adam, an tri vertuz teologel, Beatrice Portinari, Matilda, Eva, ha Satan.[1]
-
Munudenn gant an Teir Fulenn
-
Munudenn gant Flora
-
Munudenn gant Mercurius
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Lindskoog, Kathryn, Dante's Divine Comedy — Purgatory — Journey to Joy, Part Two (retold with notes), Mercer University press, Macon , Georgia, 1997. ISBN 0-86554-573-1, page ix. http://www.lindentree.org/prima.html